Skip to main content

‹‹‹ prev (80)

(82) next ›››

(81)
- 77 -
d'eomp amzer vrao evit destum an hed ac ne zour-
na, kement grignol a zo en ty a vezo carguet.
An diou gazek venn a zo guerzet ; n'ho doa kous-
tet nemet daou c'hant scoet hac int bet gnerzet
pevar c'hant scoet. Ar gazek coz e deus roet d'eomp
adarre enn ebeulez kaer ; he ebeul varlene a zo
eur marc'li gwell, enr marc'h brao, eun trotteur
dispar.
Ken-a-vezo, va breurker.
Fanch N...
LIZER
Eur Merour d'he Vestr
E Kergaled, an 20 a vis Ere 1863.
Aoutrou,
9. — N'em eus ket gallet c'hoas mont da gass
d'eoc'h arc'hant va Gouel-Mikeal, mes heb dale
pell ec'h esperan caout arc'hant d'ho paea ; chatal
em eus da verza, guiniz ive, mes gortoz a ran oc'h
esperout kaout guelloc'h pris. En em fisziout a ran
var ho madelez en andret ho merourien, anez
kemense em bije guerzet pell zo va loenet ha va
hed, en despet d'ar c'holl am bije bet.
G'hoant bras am eus, Aoutrou mad, da renevezi
va lizer marc'had, rac n'em eus mui nemet tri
bloas lizer. Gouzout a ran e zeus meur a hini o
c'houlen va mereuri, mes n'em eus ket aoun da

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence