Skip to main content

‹‹‹ prev (79)

(81) next ›››

(80)
- 76 -
d'in, Fanch, halavar d'in ha c'hui oc'h eus guerzet
an diou gazek venn o poa prenet e foar Montrou-
lez; lavar d'in ive lia puill eo an eoster bla-ma.
N'em eus netra nevezdalavaret d'eoc'h. Goums
a rear a vrezel, mes esperout a ran ne vezo ket a
vrezel araoc ar mare da gaout va c'honje. Goude-
tout, ma rankan mont d'ar brezel, e rin va dever
evel eur soudard kalounek.
Poket a ran d'eoc h oll a galoun.
Da vreur, YanN...
RESPOUNT
Fanch d'Iie Vreur Yan
E Breiz-Izel, an dek a vis eost 1863.
Va Breur ker,
Da lizer en deus great d'eomp oll eur blijadur
vras. Va zad ha va mam a ioa evit guir eun tamik
drouk-countant dre ma oas choumet keit ail heh
discriva d'ar guear, mes da lizer en deus rentet
anezo countant. Ma ec'h eus mail da zont d'ar
guear, ni ive non eus mail da velet hor breur en
bon touez. An dervez ma c'herrui a vezo evidomp
oll eun dervez a levenez.
An eost en deus eun doare gaer, ha ma ro Doue

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence