Skip to main content

‹‹‹ prev (81)

(83) next ›››

(82)
- 78 -
veza dilojet goude ar bromessa oc'h eus great d'in.
Mar bes red lacat kresk, ne revuzin ket lacat, mes
sonjit, Aoutrou, em eus cals a vugale vianda veva,
n'em sammit ket en tu ail d'am nerz.
Ho merour leun a respeî,
N...
AN HONESTIS
10. — Glaoda a ioa eur merour en doa c'hueac'h
buguel ; he ferm n'oa ket bras, mes Glaoda a ioa
eul laboureur mad bac he vugale a roe deza eun
tamik sicour. Ar pedennou a veze great bemdez
en ty, hac an tad na heane da lavaret d'he vugale,
ha dre he oberouha dre he goumzou, beza honest.
Glaoda a oue troumplet eun dervez gant eun
den a guemeie evithe vignoun, p'ini a verzas deza
eur gazek a ioa loariaden. Pa vêlas Glaoda e voa
loariaden ar gazek, e oa re zivezad evit kass ar
gazec d'ar guerzeur. Alia a reataneza d'en emzis-
kregui eus al loan : ar pez a h elle da ober heb
diezamant, rac daoulagad ar gazek a choume mad
daou ha tri miz diouc'h-tu ; mes Glaoda a respoun-
te : Mar doun bet troumplet, me ne fell ket d'in
troumpla. Guell eo gane beza paour ac honest,
eguet beza pinvidic ha laer. Gant he honestis, ar
paour a hell sevel he benn e pep leac'h.
Pebes kentel evit kalz a dud père a lavar beza
kristenien !

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence