Skip to main content

‹‹‹ prev (38)

(40) next ›››

(39)
jamin gant ar re ail. Chetu perac e lavaras dezo :
Me vélo ha guir eo ar pez a livirit : unanac'hanoc'h
a choumo ama e kred, bete ma vezo digasset ama
ho preur yaouanka ; ar re-all a ielo d'ar ghear,
gant ho hed. Neuze en em lakejont da lavaret
etrezo : N'hon eus nemet ar pez a viritomp ; kris
oump het en andret hor breur ; paea a reomp ar
boan dleet d'hon torfed. Sonjala reant ne voa ket
ententet ho c'houmzou gant Joseph, rac Joseph a
goumze outo dre eun den p'ini a ouie ho iez.
Joseph a ieas kuit, ne voa ket evit miret da vouela.
Breudeur Joseph a zistro d'ar Ghear.
21. — Joseph a roas urz da lenna sier he vreii-
deur a viniz, ha da lakat e ghinou pep sac'h an
arc'hant o devoa digasset ; rei a reas dezo, ouspen,
bevans evit an hent. Neuze o lezas da vont kuit,
nemet Simeon a zalc'has e gouestl.
Breudeur Joseph a bartias eta, ha pa en em gav-
jont er ghear et contjont d'ho zad kement a ioa di-
goezet ganto.
Pa zigorjont ho sier evit diskarga an hed, e ouent
souezet bras da gaout ho arc'hant.
Jacob ne fell ket deza lezel Benjamin da
vont kuit.
22. — Pa élevas Jacob e c'houlenne Mestr an

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence