Skip to main content

‹‹‹ prev (37)

(39) next ›››

(38)
- 34 -
re ail en dienez, a gassas d'y he vugale. Breudeur
Joseph eta a bartias ; mes an Tad a zalc'has ganta
er ghear he Vap yaonanka, hanvet Benjamin : rac
aoun en devoa neerruje drouk ganta enhent.
Benjamin ha Joseph a ioa bu gale d'ar mêmes
Mam; chetu perac Jacob a garrie mnioc'h Benja-
min eghet he vugale ail.
Joseph a ra neuz da ghemeret anezo
evit spierien (ispiounet).
19. — Evel mac'h en em gavas an dek vreur dirac
Joseph, e stoujont betec an douar evit he saludi.
Joseph a anavezas anezo heb beza anavezet ganto.
Ne fellas ket deza en em rei da anaout dezo
diouc'h-tu, mes ho chelaoui a reas evel divroedi :
A beleac'h, emeza, e teuit hac evit petra ? Partiet
oump, emezo, eus bro Chanaan evit prena hed.
N'eo ket guir, a lavaras Joseph ; deut ouc'h ama
gant eur goall mennoz (pe eur goall intantion),
clask a rit anaout keariou an Egypt ha guelet père
eo ar plasou eassa da ghemeret.
Nan, nan, a respont-ii ; ne sonjomp e drouc
ebet : Daouzec Breur oump ; ar yaouanka a zo bet
dalc'het er ghear gant hon Tad, ac eghile n'ema
mui e buez.
Joseph a zalc'h Simeon.
20. — Joseph a ioa nec'het dre ne voa ket Ben-

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence