Skip to main content

‹‹‹ prev (209)

(211) next ›››

(210)
35. Promessa divar benn sacramant an aoter.
Anlronoz , ar bobl a glaske Jesus e peb leac'h ; he
gaout a reas erfin e Capharnaüm. Hor zalver, o velet ne
glaske an dud-se anezhan nemet abalamour an dervez
araoc o doa bct da zibri diganlhan leiz ho c'hof, a lava-
ras dezho : «n'e ket evit caout ar bouet a ia da netra eo
e tleit labourat, mes evit caout ar bouet a roio deoc'h
Mab an den, hag a gasso ac'hanoch dar vuez a bado da
viken. Me eo ar bara a vuez a zo diskennet euz an eñv;
an nep a zebro euz ar bara-ze a vevo da virviken. Hag
ar bara a roïnn-me da zibri eo va c'horf, a vezo lakeat etre
daouarn ar vourrevien evit silvidigez ar bed.» Hiniennou
euz ar re a ioa ouz he zelaou a kavaras neuze : « penaoz
e c'hello hema rei deomp he. gorf da zibri?» Ha Jesus a
respountas: «e guirionez, e guirionez m'hel lavar deoc'h;
ma ne zebrit ket corf Mab an den, ha ma ne evit ket he
c'hoad, n'o pezo ket ar vuez ennoc'h. An nep piou
bennac a zebro va c'horf hag a evo va goad en devezo ar
vuez a bado da viken, ha me a raïo dezhan sevel euz a
varo da veo d'an deiz diveza euz ar bed. Rac va c'horf a
zo 6 guirionez eun dra da zibri , ha va goad, eun dra
da eva.»
clevet ar c'homzou-ze, meur a hini euz ar re a ioa
oc'h heul hor zalver a deuas ho feiz da laoskaat, hag a
ieas kuit en eur lavaret : «setu aze traou tenn da glevet;
piou a c'hell credi kement all ?» Mes Jesus a gendalc'has
da brezec oa red credi ar pez en devoa discleriet divar
benn ar zacramant adorabl euz an aoter , ha d'ar fm e
c'houlennas digant he ebestel: «ha c'houi, c'hoant o
peuz ive da vont kuit?» Per a respountas ractal en hano
an oU ebestel : «Mestr, da gaout piou ez affempni? Ho
comzou-c'houi a ro ar vuez a bado da viken. Evidompni
a gred hag a anavez ervad eo c'houi ar Christ, hag ez
oc'h e guirionez Mab da Zoue,»
Ar mann, guen ha dous evel ar mel, a gouezas bem-
dez euz an eñv keit ha ma chomas an Israelitet en dezert,
evit maga ha creski ennho buez ar c'horf. Ar mann-ze a

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence