Skip to main content

‹‹‹ prev (208)

(210) next ›››

(209)
- 193 —
besk ; mes pelra eo an dra-ze etre kement all a dud?«
a lavaras an diskihien. Jesus a roas urs coulsgoude da
lavaret d'an dud azeza var ar geot; ha goudeze e keme-
ras ar pemp bara hag an daou besk, hag, o veza ho
benniget en eur zevel he zaoulagad etrezec an eñv, e reas
tammou anezho hag ho roas d'he ziskibien da ingala etre
ar bobl. Hogen, bez' ez oa eno pemp mil den bennac;
dibri a rejont oll, hag oU o devoue leiz ho c'hof. Neuze
Jesus a lavaras d'he ziskibien : «it da zastum ar pez a
zo choraet a zilerc'h an dud, evit ne d'aï netra da goU.»
Mont a rejont, ha ganl ar pez a ioa chomet a zilerc'h e
oue pe a dra da garga daouzec paner. Ar bobl en
devoue kement a anaoudegez vad evit hor zalver, abala-
mour d'ar miracl-se, m'en devoa c'hoant d'he lakaat da
roue. Mes Jesus, o c*houzout petra zonje ar bobl, en em
dennas kuit, hag a ieas fenoz da Gapharnaüm gant he
ziskibien.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence