Skip to main content

‹‹‹ prev (207)

(209) next ›››

(208)
«goulennit diganeñ ar pez a geroc/h, ha me hen roïo
deoc'h, ha pa ve zoken an anter euz va rouantelez e ve.»
Hag er memes amzer e touas var he le e talc'hje mad
dhe c'hor. Ar verc'h a ieas neuze er meaz euz ar zal da
c'houlienn cuzul digant he mamm. — «Va mamm,
emezhi , peli^a c'houlenninn ?» Hag he mamm dezhi
kerkent: «goulenn penn Ian-Yadezour.« Ha setu ar
verc'h da zistreï da gaoul Herodes, ha da lavaret dezhan :
«me c'houlenn ma vezo digasset dinn ama dioc'htu penn
lan-Vadezour var eur plad.» Ar goulenn-ze a reas calz
poan d'ar roue; mes abalamour m'en devoa touet var
he le e raje ar pez a vije goulennet diganthan, e cassas
tud raclal da zibenna lan-Vadezcur en he brizoun. Ar
penn a oue digasset er zal var eur plad, ha roét d'ar
verc'h iaouank ; hag houma a ieas rac eün d'he gass
d'he mamm.
Evel Fan-Vadezour, ar propliet santel Elias a ioa eat
ive, gueich all, da gaout Akab, ar roue difeiz, hag hema,
dre gassouni oc'h ar virionez, a ioa falvezet dezhan ive
lakaat d'ar maro an den Doue.
34. Jesus a laka ar bara da greski.
Araoc goueliou Pask, an ebestel a zistroas da gaout ho
Mestr, evit counta dezhan ar pez o doa great epad m'oant
bet vale dre ar vro, daou ha daou, en eur brezec. Jesus
a lavaras dezho neuze : «deuit da ziskuiza eun tammic»
Setu hi eta da bignat en eur vag, ha da vont en tu all da
vor ar Galilee, en eul leac'h gouez ha dislro. Mes eur
maread tud a ieas di var ho lerc'h. Jesus, o velet an
niver braz-se a dud, en devoue truez outho. En em
lakaat a reas da genta d'ho c'helen ha da barea ar re
glañv a ioa en ho zouez. Dioc'h an abardaéz, he ziski-
bien a deuas d'he gaout, en eur lavaret: « emaomp ama
en eul leach gouez, hag ema erru an noz. Livirit eta
d'an dud-se en em denna erc'heriadennou hag er bourcou
divar dro, el leac'h ma c'hellint prena eun tamm bennac
da zibri.» Jesus a respountas : «roït dezho da zibri oc'h
unan. Pet bara a zo ganeoc'h?» — « Pemp bara ha daou

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence