Skip to main content

‹‹‹ prev (210)

(212) next ›››

(211)
— 197 —
ioa eur merk euz ar bouetse eb he bar a zisken bem-
dez euz an eñv var an aoter, hag a ziskenno betec fin
ar bed, evit beza ingalel etre ar gristenien fidel, ha ser-
vichout da vaga ha da greski en ho eneou ar vuez dreist-
natur euz ar c'hras.
PEMPET PENNAD.
An trede blavez ma prezegas hor Zalver Jesus-Krist.
36. Ar Gananeenn.
Jesus a skoas varzu Tir ha Sidon. Ha setu eur vaouez
a Ganaan, hag hi paianez, o tonl etrezec ennhan, en eur
lavaret: «Aolrou, mab da Zavid, o pet truez ouzinn !
Va nierc'h a zo goal-gasset gant an drouc-speret.» Mes
hor zalver ne reas van evit hc c'hlevet. Ha setu he
ziskibien da lavaret dezhan : «roït he chounje dezhi;
rac ne ra nemet crial var hon lerc^h.» Ha Jesus a res-
pountas: «n'oun bet digasset nemet da gaout an deñvet
dianket euz ar bobl a Israél.» Neuze ar vaouez-se a
dosteas outhan, hag en em strinkas d'he dreïd , en eur
lavaret: « Aotrou, va zicourit, me ho ped.» Ha Jesus a
respountas adarre : « n'e ket mad kemeret bara ar vugale
evil hen teuler d'ar chass.» — «Guir eo, eme ar Gana-
neenn; coulsgoude, Aotrou, ar chass iDihan a zebr ar
bruzunachou a gouez divar daol ho mestr.» Neuze Jesus
a lavaras dezhi: «o maouez, ho feiz a zo braz. Ra vezo
great deoc'h hervez m'o peuz goulennet !» Ha kerkent
merc'h ar vaouez-se a deuas da barea.
Jesus a gav ar feiz etouez ar baïanet a Zidon, evel
Jonas her c'havas ive gueich all etouez ar baianet a Niniv.
37. Ar renk kenta roet da S. Per.
Jesus, o veza deuet da gear Cesaree, a c'lioulennas
digant heziskibien: « piou a zonch deoc'h oun-me!»
Ha setu Simon-Per da respount dioc'htu : « c'houi eo ar
Christ, guir Vab Doue!» Neuze Jesus a lavaras dezhan:
«eüruzoch, Simon, mab da Jonas, abalamour n'e ket

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence