Skip to main content

‹‹‹ prev (131)

(133) next ›››

(132)
— H 8 ~
cias a oue llaslret he zaoulagad dezhan en he benn, ha
casset da Vabilon carget a chadennou. Evelse ez eas
rouantelez Juda d'an Iraoñ er bloaz S88 araoc donedigez
hor zalver.
En amzer-ze e veve ar prophet Jeremias. rell a ioa
dija m'en doa ar prophet-se discleriet e llie Jerusalem
beza dismantret. Eun den oa hag a veve he unan, he
galoun beuzet en eur mor a anken o sonjal er voualen
spountuz a ioa prest da goueza var he vro. Eun dervez
oa en em ziscouezet dirac ar bobl, eur jaden ganthan en
dro d'he c'houzoug, evit reï da anaout d'he genvrois e pe
stat e vijent lakeat abarz nemeur. Mes ar bobl ne reas
van evit he glevct: goapeat ha goal-gasset e oue gant
an oll. Pa oue dismantret Jcrusalem, e chomas eno da
gonzoli an dud keiz ha reuzeudic en devoa roue Babilon
lezet var he zilerc'h. Ne ehane da vouela var ar stat
truezuz e pehini oa lakeat he vro ger, ha setu ama
penaoz e comz er guerziou clemmuz en deuz savet var
gement-se: «siouas! emezhan, henchou Sion a zo e
caoñ ; rac den ne zeu mui dreizho d'ar goueliou braz.
011 doriou kear a zo pilet; ar veleien ne rcont nemet
hirvoudi ; ne veler mui ar merc'hed iaouank gant ho dillad
brao : eur beac'li-anken scrijuz a zo couezet var Jerusa-
lem. Dre an doare anezhi e lavar da gement hini a
dremen : evessait ouzinn ha guelit hag ez euz eur
c'hlac'har heñvel ous va hini. Hag e guirionez ar re a
dremen dre ar vro a jom mantret o velet e pe stat emai;
strakal a reont ho daouarn gant ho estlamm, ha clevet e
vezont lavaret en eur heja ho fenn : hag hounnez eo
ar gear-ze ker caér gueich all, ar gear-ze eb he far a rea
dudi ar bed oll?»
Coulsgoude ar iuzevien a reas pinijen e Babilon, hag
a zistroas ous Doue euz a greiz ho chaloun. Nabuko-
donosor a oue chentil ha damantuz en ho cheñver. Mes
eur c'heuz braz o doa ato d'ho bro muïa caret ha da
Jerusalem, ar gear-ze ker brudet gueich all. Setu ama
penaoz e comzent entrezho var gement-se : «pa vezomp
azezet ama var ribl steriou Bahilon, n'oump ket evit miret

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence