Skip to main content

‹‹‹ prev (130)

(132) next ›››

(131)
— in —
nenieur. An (iud-se eo a hanver prophetel , hag ar re
vrudeta anezho, eb counta Elias hag EUsee, a oue, epad
an amzer ma comzomp anezhi , Joèl , Michee hag- Isaïas.
Tud paour ha dister hervez ar bed , ar brophetet-se a
veve e doujans Doue. Wes sevel a reant ho mouez gant
calz a nerz en hano an üoue-ze en doa roet dezho he
sperel, en eun hevelep teson ma teue aUez ar rouanet
hag ar bobl da veza gounezet gantho, ha da zistreï a
greiz caloun ouz ho c'hrouèr hag hoMestr oll-c'halloudec.
Mes aliez ive siouas ! an distro-ze ne bade ket pell , ha
meur a brophet a oue zoken lakeat d'ar maro gant roua-
nel fallacrpe gant ar bobl difeiz. Coulsgoude ho c'homzou
deveze bepret eur c'halloud bennac var galounou an dud
just, hag a rea d'ar re-ma delc'her mad d'ar feiz ha
beza ato var c'hed euz a zalver ar bed.
EIL PENNAD.
Amzer captivite Babilon.
^Adalec ar bloaz 606 betec ar bloaz 536 araoc donedigez
hor zalver.)
73. Rouantelez Juda casset d'an traon.
Goude maro ar roue Josias, Nabukodonosor, roue
Babilon , a zaillas var Jerusalem gant eun arme, hag a
gassas ganthan da Vabilou ar iuzevien a renk huela, hag
eul loden euz ar c'haliriou sacr euz an templ. An dra-ma
e erruas er bloaz 606 araoc donedigez hor zalver, hag
hennez eo ar bloaz kenta euz a gaptivite Babilon.
Abenn tri bloaz goude, Nabukodonosor en em daolas
adarre var Jerusalem ganl he zoudardet. Kemeret a reas
ar roue Jekonias, hag he gass a reas ganthan da Vabilon
gant eul loden euz ar bobl ha calz adenzoriou. Sedecias
a lakeas da roue e plas Jekonias. Mes Sedecias o veza
en em zavet ive a enep Nabukodonosor, hema a zaillas
var Jerusalem gant he arme evit an drede gueich, hag en
dro-ma e cassas ganthan an oll iuzevien, coulz lavarel,
hag e lakeas an tau e kear hag en templ. Ar roue Sede-

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence