Skip to main content

‹‹‹ prev (90)

(92) next ›››

(91)
— 77 —
David. Evel David a scuillas daêlou pa glevas ar c'helou
euz a varo Saül, evelse ive Jesus-Krist a vouelas var
Jerusaiem ha var denipl ar iuzevien, en eur zounjal en
dismantr a vije great anezho; hag evel Jonathas, unan
euz a vugale Saül, a oue migrnoun braz da Zavid, evelse
ive s. Paol hag an ebestel all, pere a ioa bugale d'ar
sinagog, a oue choazet gant hor zalver Jesus-Krist evit
beza he vrassa mignounet.
46. David, ar pastor-denved.
Eiin dervez Doiie a lavaras da Zamuel : «it da Velhleem
da dilsaï, rac choazet emeiiz unaii euz he vugale evit beza
roue e plas Saül.» Samuel a deuas ela da Vethleem.
Eno e velas da genta mab hena Isaï, eun den braz ha
coant. Mes an Aotrou Doue a lavaras da Zamuel: «ne
zell ket ouz he c'henet : n'e ket hennez eo am euz choazet ;
me nn \,unan ket an dud dioc h an doaie o deuz a
ziañveaz.» Isaï a zigass.as neuze lie c'houec'h vab all,
an eil goude egile, dirac Samuel ; mes Samuel a lavaras :
«Doue n'en deuz choazet nicun euz ar re-ma. It da
glask David, ho mab iaouanka, a zo o tivoal al loanet.»
Pa erruas David er gear, an Aotrou Doue a lavaras da
Zamuel: «sao da zacri anezhan; rac hennez eo am euz

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence