Skip to main content

‹‹‹ prev (89)

(91) next ›››

(90)
— 76 —
45. Kenta roue a Israêl: Saül.
Saniue) a ioa deuel da veza coz, hag lie vugale ne
vevent ket e doujans Doue. Neuze ar bobl a lavaras
dezhan: «lakiit unan bennac da roue varnomp evel ma'z
euz en oll broïou all.» Ar c'homzou-ze a zispHjas da
Zarauel abalamour ma felle dezhan n'en devije ar bobl a
Israél ken roue nemel an Aotrou Doue he unan. Couls-
goude, dre urs Doue, e lakeas Saüi da roue. Saül a ioa
eun den brao ha calounec, ha braz a vent : treuz he
benn en doa dreist an Israelitet all. Samuel hen digassas
dirac ar bobi, ha kerkent ar bobl oll a lavaras a vouez
huel : « ra vevo pell ar roue ! »
An Aotrou Doue a oue gant Saül hag a roas dezlian ar
victor var oll enebourien Israel. Eun dervez Samuel a
lavaras d'ar roue: «setu ama petra lavar an Aotrou,
Doue an armeou: gril brezel d'an Amalecitet ken na
jomint oll var an dachen, ha ne zalc'hit ganeoc'h netra
euz ar pez o deuz.» Saül a zavas eun arme a 200,000
den, hag a drec'has an Amalecitet. Foug ennhan gant he
victor, e c'hoanteas caout eun dra bennac da ziscouez
en devoa gounezet var he enebourien, hag e talc'has
ganthan ar peb guella cuz ho loanet. Samuel o veza
rebechet dezhan ar pez en doa great, Saül a glaskas
digareziou en eur lavaret : « espernet em euz ar guella
ounniri hag an deñvel guella evit ober gantho sacrifisou
d'an Aotrou Doue.» MesSamuel arespountas: «guelloc'h
eo senti eget ober sacrifisou gant loanet. Evel m'o peuz
great faé var gomzou Doue, evelse ive Doue a ra brema
faé varnoc'h.»
Ar roue Saül a verke ilis ar iuzevien, pe ar sinagog.
An ilis-se a ioa bet choazet (lant Dove he unan, ha n'e
devoa ket he far evit ar grasou e devoa recevet euz an
eñv, hag evit an anaoudegez e devoa euz ar guir Doue.
Nebeut a nebeut e couezas euz ar stat caér-ze: ancouna-
c'haat a reas senti, beza hunibl ha trugarezuz, hag e
falvezas dezhi tenna he oll gloar euz he zacrifisou. Setu
perac Doue he zaoias a gostez, hag a lakeas en he flas
an llis catholic. Evel Saül a genieras caz ous David,
evelse ive ar sinagog a geineras caz ous Jesus-Krist, mab

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence