Skip to main content

‹‹‹ prev (91)

(93) next ›››

(92)
~ 78 "
choazet.» Neuze Samuel a gemeras corn an oleo hag a
zacras David roue dirac he vreudeur. Kerkent David a
oue leun euz a speret Doue. Er memes amzer an drouc-
speret a deuas da veza mestr var Zaül, ha lakaat a rea
aveichou ar prins-ze da veza diezha teñval he benn. He
zervicherien a lavaras dezhan neuze: «kemennit d'ar
iaouanka a vugale Isaï dont ama da c'hoari gant an delen
dirazoc'h, ha marteze e vellaï deoc'h.» Setu aze penaoz
ec'h erruas David e ti Saül. Ne oue ket peil eno nadeuas
Saül d'he garet ha da reï dezhan eur garg a henor en
he balez; rac ne c'houïc dare oa bet David sacret roue.
Bep veich ma teue an drouc-speret da veza mestr varn-
han, David a c'hoarie gant an delen, ha Saül en em
gave eassoc'h.
47. David hag ar jeant Goliath.
En amzer-ze ar Philistinet a zavas adarre armeou evit
ar vrezel. Edoni var eur menez, hag an Israehtet var
eur menez all rac enep dezho. Ha setu eur jeant, he
hano Goliath, o tifourcha euz a douez ar Philistinet. Ar
jeant-se en doa ouspenn dec troatad a huelder; eun toc
koueur-ha-stean a ioa ganthan var he benn, hag he gorf
oll a ioa goloèt a armou pounner. Troad he lans a ioa
heñvel ous carvan eiu- guiader. Dont a reas dirac arme
an Israelitet en eur lavaret a vouez huel : « digassit unan
bennac ac'hanoc'h d'en em ganna ouzinn, ha, mar laz
ac'hanon, ni oll, ken entrezomp Philistinet, avezoescla-
vourien deoc'h; mes ive, ma lazan anezhan, c'houi oll
a vezo hon esclavourien-ni.« Ar jeant a gendalc'has epad
daou-ugent dervez dioc'htu da zont evelse, diou veich
bemdez, dioc'h an noz ha dioc'h ar mintin, da ober goab
euz ar bobl a Israel. Ha den ebet ne grede mont outhan ;
ha Saül hag he oll arme a grene gant ar spount.
Erfm David a lavaras da Zaül :. « me, ho servicher, eo
a ielo d'en em ganna ouz ar Philistin-ze.» — « Choui
zo re iaouank, eme Zaül; hennez a c'hoar embrega an
armou a bell zo.» Mes David a respountas: «pedon er
gear o tivoal al loanet, mar gueljen eul leoun pe eun ours

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence