Skip to main content

‹‹‹ prev (64)

(66) next ›››

(65)
51 —
lia ne falvezas ket dezhan lezel ar bobl a Israel da vont
euz an Ejipt.
Neuze an Aotrou Doue a skoas Pharaon hag he zujidi
gant dec goualen hag a reer ive anezho dec gouH an Ejipt.
Da genta Aaron, o veza savet he vialen, a skoas eun taol
ganthi var dour ar ster, ha kerkent an dour-ze a oue
chenchet e goad : setu aze ar voualen genta. Setu ama an
eil : Aaron a astennas he zorn var an oU steriou, lennou
ha poullou-dour euz an Ejipt, ha ker buhan e oue gue-
let tifourcha euz ar steriou, lennou ha pouUou-dour-
ze, bandennadou ranet gant pere e oue goloét ar vro, ha
carget zoken an tiez. Goudeze Aaron a skoas gant he
vialen var ar boultren euz an douar, hag ar boultren-ze
a oue chenchet e c'houibu, e kement corn a ioa en Ejipt:
liounnez a oue an drede goualen. Ar bedervet a oue
houma: varlerc'h ar c'houibu, Doue a zigassas dre an oll
Ejipt a bep seurt kellien braz gant pere e oue carget an
tiez ha goloêt an douar. Goudeze an oll loanet a deuas
da gleñvel gant ar vossen: setu eno ar pempet goualen.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence