Skip to main content

‹‹‹ prev (65)

(67) next ›››

(66)
— 52 —
Setu ama ar c'houec'hvet : al loanet a ioa chomet beo a
zilerc'h ar vossen, hag an dud ho unan, a oue goloèt ho
c'horf a c'horiou hag a c'houliou. Ar zeizvet goualen a
oue eur harr-cazarc'h spountuz, ganl pehini e oue pilel
ha dismantret an edou hag an traou all a ioa o tiouan pe
o sevcl er parkeior. An eizvct a oue eun arme a gilleien-
raden a en em daolas var ar vro , hag a scrapas gantho
kement tra a ioachomet a zilerc'h ar barr-cazarc'h. Gou-
deze an Ejipt oll a oue evel sebeliet epad tri dervez en
eun deñvalijen ar vrassa: hounnez a oue an navet goua-
len. Hogen, keit ha ma'c'h en em vele, heñ hag he zu-
jidi, skoet gant unan bennac euz ar goualigner-ze, ar
roue Pharaon a lavare bep tro e It^zche ar bobl a lsra('l
da vont kuit; mes kerkent ha ma teue Moïzes da bedi an
Aotrou Doue da lamet ar beach anezho divar ar vro , ar
roue a ancounac'liea dioc'htu he bromessa, hag a iea
adarre a enep he c'her. Erfin, d'an decvet, Doue her
skoas gant eur voualen all ha n'oa bet hini ebet c'hoaz
ker pounner ha ker spountuz hag hi.
31. Maro ar mibien hena. — An oan paseal. — Ar
bobl a Israêl o vont kuit euz an lyipt.
Doue a lavaras da Voizes ha da Aaron: «livirit d'ar
bobl a Israel: d'ar pevarzecvet dervez euz ar miz-ma,
kemerit, peb hini ac'hanoc'h, eun oan-bloaz, hag heñ
neat ; lazit-heñ dioc'h an abardat^z, ha goudeze livit gant
he c'hoad postou ha treujou an or euz ho ti. Lakiit ar
c'hig anezhan da boazal oc'h an tan ha debrit-heñ gou-
deze gant bara ha ne vezo tamm goell ebet ennhan. Grit
ar pred-bouét-se en ho sa, eur c'houriz en dro d'ho corf,
ho poutou en ho treid, hag eur vaz en ho torn. Epad an
noz-se me gasso va eal dre an Ejipt evit re'i taol ar maro
da oU vibien hena an Ejiplianet; mes pa velinn liou ar
goad var doriou ho tiez, me dremeno ebiou, ha goudeze
m'ho tenno oU euz an Ejipt. »
An Israelitet a reas ar pez a ioa bet gourc'hemennet
dezho gant an Aotrou Doue. Var dro anter-noz an Aotrou
Doue a roas taol ar maro, dre zorn an eal, da oll vibien

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence