Skip to main content

‹‹‹ prev (74)

(76) next ›››

(75)
- 71 -
ha kaozeal. Ar niiliueur en eur vont kuit, a lavare :
Va faour keaz azen en deus kollet he speret, mes
me em eus eul louzou evit he harea. An Aoutrou
ahello kaozeal ha skriva zokenmar deo he blijadur»
mes n'en devezo tam da zibri, rac ne fell ket d'in
maga feneantet. An azen ne zaleas ket da gaout
keuz; var benn daou zervez ec'h en em glemmas
oud he vestr. — Ho pet truez ouzin, emeza, mervel
a ran gant an naon. Ar mestr a respountas heb en
em fâcha : Aneval diot, petra res evit ma vaguign
ac'hanot ? Labour hac e vezi bevet.
Kentel gaer evit ar feneantet.
FABLEN
Ar Gaouen (Kaoueu) hac an Eostik
3. — Guechall-goz eur gaouen en em blije ke-
ment o vusikat (faire la musique) ma teuas da veza
sot. Epad an deiz e kane divar bek eur vezen-dero ;
guelet a rea e tisplije he mouez d'an oll labousset
ail eus he amezeguez. — Souezet bras oun, emezi,
n'ho defe ket al labousset-ma a blijadur oud va
c'hlevet o kana. Diez eo plijout dezo, pe autramant
ne ouzount ket peur ekaneur brao. Daoustha n'en
deus ket Doue roet d'in-me eur vouez dudius hac
eur figur gaer? Ma na vijent ket jalouz o devije

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence