Skip to main content

‹‹‹ prev (73)

(75) next ›››

(74)
- 70 -
noc-ni , hac ouspen ne baouez da lavaret drouc
ac'hanoc'h; lezit-hi, me ho ped. — Trist eo e
doare, eme ar vioc'h, ankounac'heat em eus an
drouk e deus great d'inhac an drouk e deus lava-
ret ac'hanon, hac e fell d'in cass sicour dezi. Ret
eo, ma merc'h, renta ar vad evit an drouk.
Kalz a dud zo evel oud an hounner ha nebeut
oudar vioc'h. Ankounac'hat an drouk great d'eomp
a zo ar merk eus eur galon vad.
FABLEN
A.n Azen hac he Vestr
2. — Eun azen , ar sota eus an ezen , a lavare e
pep leac'h en doa kalz a speret hac afurnez Anaout
a reomp kalz tud père zo henvel oud an azen-se.
An den heb deskadurez a lavaro deoc'h e voar pep
tra; e leac'h an den gouisziec a lavaro ne voar
netra. Mes distroomp d'hon azen. Eun dervez e
lakeas en he benn choum heb labourât. Ar mili-
neur, he vestr, a deuas hac a glascas lacat var he
guein sac'hadou bleud. — Nan, nan, eme an azen,
ar vicher-se ne zere ket oud eul loan eus va c'ha-
lite.
— Ar vicher neblich ket d'eoc'h. Aoutrou? Petra
fell d'eoc'h eta da ober?— Netra, nemet pourmen

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence