Skip to main content

‹‹‹ prev (40)

(42) next ›››

(41)
- 37 -
map ; me a respont aneza ; me en diouallo ac en
digasso d'eoc'h ; ma n'er gran ket ar faot a goezo
varnon-me : ma karjac'h beza e lezet da vont ga-
neomp, e vijemp brema distro evit an eil guech.
Abars ar fin an Tad a renkas plega : Red mad eo,
emeza, e zafe Benjamin ganeoc'h : kassit prezan-
choudaVestranEgyptha daou c'hement a arc'hant,
en aoun ne ve dre fazi e vc choumet an arc'hant
kenta en ho sier.
Joseph a laka aoza eur Pped, pe eur
Banket, d'he Vreudeur.
25. — Kemennet oue da Joseph oa erruet ar mê-
mes divroidi, ha ganto ho breur bihan. Joseph a
roas urz d'ho dighemeret en he dy, ha da aoza eur
banket.
Breudeur Joseph 'o devoa aoun da veza tamallet
abalamour d'an arc'hant o doa cavet en ho sier :
evit-se, evit en em zizamma, e leverjont da zeu-
affer Joseph, petra voa erruet ganto.
Eur vech ail, emezo, oump deut ama : en distro
d'ar ghear, hon eus cavet en hor sier an arc'hant
hor boa roet evit hon hed, hep ma vouesemp pe-
naos eo erruet kemense ; mes digasset hon eus an
arc'hant-se ganeomp. An den-affer a lavaras dezo :
Bezit disourci; kerkent e tigassas d'ho c'haout
Simeon, p'ini a ioa choumet en Egypt.
3

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence