Skip to main content

‹‹‹ prev (225)

(227) next ›››

(226)
— 212 —
diganthan he unan, mar kirit ; oad aoualc"h en deuz da
respount deoc^h.» Ar pharizianet eta a ciioulennas adarre
digant an hini a ioa bet dall : «penaoz en deuz Jesus
digoret deoc'h ho taoulagad?» Hag heñ a respountas :
«lavaret am euz great deoc'h dija; perac e fell deoc'h
clevet diou veich ar memes tra? Daoust ha c'hoant o
peffe ive da veza diskibien da Jesus?» Ar respount-se a
dennas varnhan a bep seurt malloziou ha goal-bedennou
a berz ar pharizianet. Coulsgoude e lavaras dezho c'hoaz :
«me zo souezet ganeoc'h, ne c'houflac'h ket euz a be-
leac'h eo ar Jesus-se en deuz digoret dinn va daoulagad.
Abaoue m'ema ar bed-ma en he za, n'ez euz biscoaz
Glevet lavaret e ve bet digoret he zaoulagad da eun den
ganet dall. Ma ne vije ket bet a berz Doue an hini en
deuz va fareet, n'en devije gellet biken ober kemenlall.»
clevet ar c'homzou-ze, ar pliarizianet a ieas muioc'h-
mui a gounnar ennho : «c'houi, emezho d'an hini a ioa
bet dall, n'euz nemet fallagriez ouz oc'h heul, hag e fell
deoc'h ober scol deompni?» Ha var gement-se e lakejont
anezhan er meaz euz lio zi.
Jesus a glevas oa bct lakeat er meaz gantho, hag, o
veza cavet anezhan goudeze var he hent, e c'houlennas
diganthan : «credi a rit-hu e Mab Doue?» Hag hefi a res-
pountas : « piou eo, Aotrou, evit ma credinnennhan?» —
«He velet a rit, eme Jesus; rac heñ he unan eo a gomz
ouzoc'h.)) Neuze an den a ioa bet dall a lavaras : «credi
a ran, Aotrou,» ha ractal ec'h en em strinkas d'an
douar evit adori hor zalver.
Ama e velomp o tont da vir en eur feson burzuduz ar
pez en devoa discleriet gueich all ar prophet Isaias : «ar
re zall a zigoro ho daoulagad!» Eur miracl evel hennez
ne c'hell beza great nemet gant an hini a zo «sclerijen
ar bed.»
49. An dee den lor.
Goude gouel an tabernaclou, Jesus a dremenas dre ar
Samarii hag ar Galilee. Ha setu dec den lor oc'h en em
gaout ganthan, hag hi o chom a za dal m'her gueljonl

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence