Skip to main content

‹‹‹ prev (224)

(226) next ›››

(225)
211
Zuue da ziscüuez he c'halloud hurzuduz.» veza comzet
evelse, hor zalver a graùchas d'an douar, a reas pri gant
he granch, hag a lakeas ar pri-ze var daoulagad an den
dall, en eur lavaret dezhan ; «it d'en em voalc'hi e pin-
sin Siloe.» An den dall a ieas, hag en eur zistre'i ac'hano
e veie ker sclear ha peb hini.
Ar re hen anaie, hag o devoa he velet meur a veich o
clask an aluzen, a ioa souezet maro. Digass a rejont
anezlian da gaout ar pharizianet, evit counta dezho
penaoz oa bet pareet gant Jesus. Goude beza clevet he
histor, ar pharizianet a lavare, hiniennou anezho: «ar
Jesus-se ne deu ket a berz Doue, pa'z e guir ne vir ket ar
zadorn.« Coulsgoude hiniennou all a lavare ive; «penaoz
e c'helfe eur pec'her ober miraclou evelse?» Lod all erfin
ne felle ket dezho credi e vije bet dall an hiui a ioa
dirazho. Gervel a rejont eta he dud, hag e c'houlennjont
digantho: «hag herna eo ho mab, an hini a livirit a zu
ganet dall? Penaoz eta eo deuet ar guelet dezhan?» Hi
a respountas: « gouzout a reomp eo hema hor mab, hag
ez eo ganet dall. Mes evit lavaret deoc'h avad penaoz eo
deuet ar guelet dezhan , n'her gouzomp ket. Goulennit

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence