Skip to main content

‹‹‹ prev (126)

(128) next ›››

(127)
^^3
EÏL LOBENNÏC
ROÜANTELEZ JUDA ADALEG AR BLOAZ 97 5 BETEG
GINIVELEZ HOR ZALYER JESUS-KRIST.
68. Taol-lagad var ar pez a zo e'hoarvezet
a vrassa epad an amzer-ze.
Varlerc'h ar roue Roboam, naontec prins euz a lignez
David a bignas var dron Juda an eil goude egile betec ar
hhiaz 588 araoc donedigez hor zalver. Meur a hini euz
ar brinset-se a oue rouanet fur, rouanet a zoujans Doue,
rouanet hag a zelaoue comzou ar hrophetet a zigasse
Doue en ho amzer. Mes en ho zouez e oue ive rouanet
fall, prinset hag en em daolas da adori an idolou, liag a
lakeas ar bobl da gemeret scouer dioutho. Setu perac,
er bloaz 606 araoc donedigez hor zalver, ar iuzevien a
renk hueki, da genta, ha goudeze ar bobl oU, a oue casset
e captivite da Vabilon; er bloaz 388, ne oa mui a rouan-
telez Juda.
Ar iuzevien a jomas dec vloaz ha tri-ugent e caplivite
e Babilon. Eno e teujont da anaout bo fec'hejou had'en
em greñvaat er feiz. Scleraat a rejont ive sperejou ar
baïanet. hag ho lakaat a rejont, dreistoll, da veza
muioc'h-mui var c'hed euz eur zalver.
Abenn 70 vloaz ar iuzevien a c^heHas erfin distreï d'ho
bro, (er bloaz 536 ai^aoc donedigez hor zalver). Sevel a
rejont a nevez kear Jerusalem hag an templ, ha neuze
e vevchont e peoc'h epad 200 vloaz. Mes goude maro ar
roue a Vacedoan, Alexandr-ar-braz (323), e oue great
brezel dezho adarre gant meur a enebour, betec ma teuas
erlui eur prhis ha n'oa ket euz ar vro, ar roue Herodes,
da bignat var dron David. An amzer merket evit donedi-
gez lior zalver a ioa neuze erruet.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence