Skip to main content

‹‹‹ prev (125)

(127) next ›››

(126)
— \\2 —
eul lein vraz ; peh hini a drugarekeas adarre an Aolrou
Doue, ha calounou an oll a zride ganl eur joa santel.
Da fin ar bankel mab Tobias a lavaras dhe dad : « ha
brema penao2 recoumpansi egiz raa'z eo dleet an den
mad-se a zo bet ganeñ oc'h ober va beach ? En he goum-
pagnunez oun eat ha deuet en dro eb na ve c"hoarvezet
drouc ebet ganeñ; bet eo bet he unan o clask an arc'hant
a vanke deoc'h Gabelus; great en deuz dinn caout eur
pried dioc'h va doare ; va divoallet en deuz rac ar pesk
a ioa prest d'am hDuka, ha deoc'h-hu oc'h unan en deuz
roét ar guelet. Petra a c'helfempni kinnig dezhan hag a
ve din euz ar pez en deuz great evidomp? En han' Doue,
va zad , Hvirit dezhan kemeret an anter euz ar pez a zo
deuet ganeomp.» Var gement-se an daou Dobias a c'hal-
vas an oal a gostez, hag her pedas da gemeret ar pez
m'oant en em glevet da ginnig dezhan. Neuze an eal a
respountas : « trugarekait an Aotrou Doue dre ma'z eo
bet trugarezuz en ho keñver. Ar beden , ar iun hag an
aluzen a dal hirroc'h eget an oll denzoriou euz an douar.
Selaouit, Tobias coz : pa bedac'h en eur vouela, ha pa'z
eac'h en noz da zebelia ar re varo, me a gasse ho peden
betec tron an Aotrou Doue. Mes abalamour m'oac'h
caret gant Doue , oa red o pije eur boanbennac da c'hou-
zañv. Hogen, brema Doue en deuz va digasset evit ho
parea ; rac me eo Raphaél, unan euz an elez a zo ato en
ho za dirac tron an Aotrou üoue.» clevet ar c'hom-
zou-ze, an daou Dobias a oue spountet, hag en em
strinkas var ho fenn d'an douar. Mes an eal a lavaras
dezho : « ar peoc'h ra vezo ganeoc'h ! N'o pezet aoun
ebel! Doue eo en deuz va digasset d'ho caout; trugare-
kait anezhan ha canil he veuleudiou !» Ha var gement-se
an eal hoc'huiteas, ha n'her gueljont mui. Evitho a
jomas teir heur dioc'htu da veuli Doue , ho fenn harp en
douar. — Beva a rejont c'hoaz pell, an eil hag egile
anezho, ha bez'o devoue erfin ho daou eur maro mad
ha santel.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence