Skip to main content

‹‹‹ prev (121)

(123) next ›››

(122)
— 108 -
setu heñ da lavaret d'he c'hreg : « m'em euz aoun na ve
bet laèretarc'havric-se divar goustunanbennac. Cassit-hi
buhan d'he ferc'hen ; rac arabad eo deomp dibri na
delc'her en hon ti netra laèret.»
65. Aliou Tobias coz d'he vab.
Tobias en devoa bet kement a drubuillou en he amzer
ma sonje dezhan n'en doa mui pell da veva. Gervel a
reas eta he vab da zont d'he gaout, ha neuze e roas
dezhan evel-hen he aliou diveza.
«Va mab, emezhan, p'en devezo an Aotrou Doue va
galvet euz ar bed-ma, enterrit va c'horf, ha kendalc'hil
dâ henori ho mamm keit ha ma vevoc'h. pezet sonch
euz âr boan e deuz bet oc'h ho sevel hag oc'h ho lakaal
er bed ; ha p'e devezo, hi ive, roél he speret d'he c'hrouer,
enterrit he c'horf e kichen va hini-me.
«Kerzit bepret erguelaZoue, ha divoallit da zigeri
lio caloun d'ar pec'het. Enemvirit, dreist oll, dioc'h
kement tra a zo countrol d'ar burete, hâ ne lezit morse
an ourgouil da ren en ho caloun, na d'en em ziscouez en
ho comzou ; rac kement seurt pec'het a zo a deu euz an
ourgouil. Goulennit ato cuzul digant eun den fur.
«Ne rit ket d'ar re ali ar pez ne garfac'h ket a ve greal
deoc'h oc'h unan. Roït an aluzen hervez ho tanvez. Mar
o peuz calz, roït calz ; mar o peuz nebeut, roït nebeut ;
mes roït ato a galoun vad.
«Meulit Doue da bep mare, ha pedit-heñ d'oc'hhencha.
iN'o pezet aoun rac netra, va mab. Ar vuez a renomp a
zo paour ; mes pinvidic aoualc'h e vezimp alo mar bevomp
e doujans Doue, mar peliaomp dioc'h ar pec'het ha mar
greomp ar mad.»
Mab Tobias, he galoun tenereat oU o clevet he dad o
comz evelse, a respountas : « va zad, me heulio var eün
an aliou o peuz roet dinn.»

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence