Skip to main content

‹‹‹ prev (119)

(121) next ›››

(120)
— 106 —
bemdez da azeza, eun tammic er meaz euz a gear. Jonas
a gave gras caout an disheolien-ze ; rac scaota a rea an
heol ken tomm oa. ivles antronoz-vintin an Aotrou Doue
a iakeas eur preñv da grignat griziou ar vezennic ilio,
ha selu hi o tizec'ha hag o vervel en eun taol. Pa deuas
ar prophet di hervez he gustum, ha pa velas oa manket
he zisheohen, ez eas adarre drouc ennhan; rac en
dervez-se oa tommoc'h eget biscoaz, ha d'ar mare-ze an
heol abare varnlian a bloumm. Ker feaz oa eal gant ar
c'hor. hag he galoun a ioa deuet da veza ker sempl , ma
c'houlennas mervel. Neuze an Aotrou Doue a lavaras
dezlian : «petra, Jonas, ker fall-ze ez a ho penn abala-
mour davaro eur vezennic n'o peuz na plantet, na maget,
hag e fell deoc'h n'em beOe-me ket a zamant da gear
Niniv, el leac'h ma'z euz ouspenn 120,000 crouadur ha
ne c'houzont ket c'lioaz anaout ho dorn deou dioc'h
ho dorn cleiz?»
63. Rouantelez Israel casset da netra.
(Var dro ar bloaz 722 araoc donedigez hor zalver.)
Ar gear baïan Niniv o veza great pinijen a ioa bet
pardounet gant Doue. An Israelitet, er c'hountrol, a
gendalc'has muioc'h-mui da ober faé var ar guir relijion,
ha da zisprijout an aliou mad a roè dezho ar brophetet.
An Aoti'Ou Doue, skuiz oc'h ho gedal da zistrc.ü outhan,
a astennas erfin varnho an dorn pounner euz he justis.
Salmanasar, roue an Assirii, a erruas er vro en eun taol
count gant eun arme vraz; abenn tri bloaz e kemeras
Samarii , ar gear-benn euz ar rouantelez , liag e cassas
ganthan d'an Assirii an darn-vuïa euz an Israelitet. Ar
re a jomas er vro en em gemmeskas gant ar baïanet,
hag ho relijion adeuas ive eb dale da veza eur c'hemmesk
euzuz euz a relijion ariuzevien hag euz a relijion ar baïa-
net. Setu perac ar Samaritanet a oue ato casseet ha
disprijet gant tud rouantelez Juda. Ar re a ioa bet casset
e captivite d'an Assirii ne zistrojont mui ac'hano , hag
evelse ne oue mui hiviziken hano ebet euz a rouantelez
Israél.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence