Skip to main content

‹‹‹ prev (96)

(98) next ›››

(97)
— 83 —
Kcment-se a nue great eb gouzout dare da zen. Pa oa
eat David eur pennadic dioc"h telt Saül, e c'halvas Abner,
en eur lavaret: «hag evelse eo e tivoallit ar roue? It
da velet-ta e peleac'h ema he gleze hag he veren!»
Kerkent Sai'il he unan a zihunas , hag a c'houlennas :
«daoust ha n'e ket mouez va mab David eo a glevan?»
Ha David a respountas : « eo, va aotrou ha va roue ! Perac
e talc'hit-hu ato cassouni ouz ho servicher?» Saül a
anavezas neuze ne rea ket mad, hag a lavaras: «pec'het
em euz ; distroit d'am c'haout, va mab David. Hiviziken
ne rinn drouc ebet deoc'h. Benniget ra viot, va mab
David :» Mes David a ieas gant he hent, ha Saül a zistroas
d'ar gear.
Nebeut amzer goude Saül a oue goal dizet en eun
emgann a enep ar Philistinet ; kement a rann-galoun en
devoue da veza collet ar victor ma'c'h en em lazas he
unan gant he gleze. Evelse David n'en devoue mui var
he zeuliou he enebour touet. Coulsgoude ne oue ket evit
niiret da vouela pa oue digasset dezhan ar c'helou euz a
varo Saül. Mes eur c'heuz braz en devoue, dreist oll,
da Jonathas pehini a ioa bet lazet ive, ha clevet e oue o
lavaret dre he hirvoud hag he voêlvan : «Jonathas, va
breur ker, bez' em oa evidoc'h siouas ! ar garantez e
deuz eur vamm evit he mab, pa n'e deuz ken crouadur
nemethan.»

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence