Skip to main content

‹‹‹ prev (95)

(97) next ›››

(96)
— 82
Aotrou Doue a viras outhan da goueza cl lasou a steigne
dirazhan he enebôurien.
Eun dervez Saül a iea var he lerc'h a dreuz eur menez
gant 300 soudard. Bez' ez oa dre eno eur c'havarn, ha
Saül a ieas er c'havarn-ze da gousket. Hogen, David a
ioa cuzet e goueled ar c'liavarn gant an dud a ioa oc'h
he heul. Ar re-ma a lavaras neuze dezhan: «setu ama
deiz ar venjans; brema e c'hellit ober d'oc'h enebour
ar pez a ge-
roc'h.» Mes
David a res-
pountas :
« Doue ra
viro na
.istennfenn
va dorn
varnhan ;
I rac sacrel eo
bet a berz
Doue.» Ha
ne reas
drouc ebet
da Zaül,
nemot tronc'ha eur jionn euz he vantei epad nVoacousket.
— Eur veich all Saül a ieas var he lerc'h en dezert, hag
a jomas gant he arme da dremen an noz var grec'hien
Hachila. Pa oa Saül, Abner he jeneral, hag he oU zou-
dardet, en em roêt da gousket , David a dosteas ganl he
vignoun Abisaï. Ha setu hema da lavaret da Zavid:
«henoz, Doue en deuz lakeat oc'h enebour etre ho taou-
arn ; bremaïc me ia d'hen treuzi gant va c'hleze en eun
hevelep feson ma ne vezo ket ezom da reï dezhan eun
taol all evit he beur-gass.» Mes David a respountas:
«arabad eo he laza; ker guir ha ma'z eo Doue, Doue,
ne astenninn ket va dorn varnhan. Gortoz a rinn ken na
vezo skoet gant Doue he unan, pe sammet gant eur
c'hleñvet bennac, pe lazet er vrezel. Kemerit ebken ar
c'hleze a zo e tal he benn, hag he veren, ha deomp kuit.»

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence