Skip to main content

‹‹‹ prev (76)

(78) next ›››

(77)
- 73 -
An tad a grogas en ne zourn en eur lavaret : Ho
plas n'ema ket aze, Aontrou, ho paro a zo re verr
evit dont ouz taol gant ar re vras.
Ar paotr a ieas d'en em glemm d'he vam. An
itron, pehini a garie kals he mabic, a reas sevel
eun daolic e korn ar sal. Ar paotr a oue servichet
eno evel eur roue. Epad ma tebre he lein ar c'haz
koz eus an ty a savas he hao evit tapout eun tam
kik eus dourn ar mah. — Kea, eme ar paotr, kea
ous taol gant va zad, te zo hirr aoualc'h da varoi
FABLEN
Ar Chilloli ac al Louarn
5. — Eur c'hillok ha n'oa ket sot, a ioa savet var
skourrou eur vezen huel. Eul louarn er guelas hac
a deuas da guichen ar vezen. Neuze e coums evel-
len oudar c'hillok : Perac, va hreur, e chommes-te
er vezen ? Ar peoc'h zo great etrezomp ; disken,
deus ama evit ma saourimp assambles an dousder
eus ar peoc'h; n'ec'h eus lec'h ehet da gaout
aoun. — Netra, eme ar c'hillok, ne ra muioc'h a
hlijadur d'in eguet ar c'helou a zigasses d'in hirio ;
gortoz eun tamik, me ia da zisken. Mes ne ouzoun
ket petra velan a-ziabell. Me sonch d'in a velan
daou guy (ky) o tont var-zuama. — Hervez an oll
doare, eme al louarn, an daou guy-se a zeu ive da
5

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence