Skip to main content

‹‹‹ prev (46)

(48) next ›››

(47)
- 43 -
kaout ho Zad evit discleria deza oa beo Joseph ac
oa ar mestr en Egypt.
D'ar c'helou-ze, Jacob evel o tiorfila eus eur
c'housk pounner, a choumas mantret oll : poan
en doa o credi ar pez a lavaret deza ; mes pa vêlas
ar c'hirri hac ar prezanchou kasset deza gant
Joseph, e teuas en-ha he-unan ac e lavaras : Ne
c'houlennan mui netra er bed-ma, mar de beo
c'hoas va map Joseph ; mont a rin d'an Egypt evit
er guelet abars mervel.
Jacob a barti gant ne oll famill evit
mont d'an Egypt.
36. — Jacob o veza partiet gant he vugale ac he
vugale bian, a erruas en Egypt .- kass a reas araoc
he vap Judas da gaout Joseph evit rei deza da
anaout oa erruet.
Ractal Joseph a ieas var an hent da ziambrouk
he Dad; evel m'er guelas e lammas en dro d'he
c'houzouk; ar map a vouele ac an Tad a rea
ive.
Neuze Jacob a lavaras : Aoualc'h em eus bevet,
brema e varvin countant pa'm eus guelet ac'ha-
not, va map ker, ha pa ouzoun e choumes var va
lerc'h.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence