Skip to main content

‹‹‹ prev (34)

(36) next ›››

(35)
- 31 -
Evelkent ar Mestr-Kavier a ankounac'lieas Jo-
seph, ha n'en doe ket a sounch eus ar servich mad
en doa Joseph rentet deza.
An dud anaoudeca zo rouez; gouscoude petra
zo caeroc'h eghet an anoudeghez vad.
Hure ou ar Roue Pharaon.
13. — Daou vloas goude, ar Roue en doe ive
eun hure. Credi a reaheza var ribl ar ster hanvet
Nil, ha guelet o sortial eus ar ster seiz bioc'h lard
père a heure er palud, pe er prad.
Goude-ze seiz bioc'h ail père a ioa treud, a sortias
eus ar mêmes ster, hac a lounkas ar seiz bioc'h
lard.
Pharaon o veza dihunet a gouskas adarre hac en
doe eun hure ail. Seiz penn-hed leun a save var
ar mêmes korsen, seiz penn-all, seiz penn goullo
a save huelloc'h hac a zistruje ar seiz penn leun.
Ar Mestr-Kavier a goums d'ar Roue
divar benn Joseph.
14. — Evel ma teuas an deiz, Pharaon a zighe-
mennas d'an oll divinerien eus an Egypt dont d'he
gaout, hac a gountas dezo he hure : mes nicun ne
helle en isplika.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence