Skip to main content

‹‹‹ prev (246)

(248) next ›››

(247)
— 233 —
vont e kear e cavoc'h eun den, eur podad dour ganthan
var he benn ; it varlerc'h an den-ze en ti ma'z aï, ha
livirit da vestr an ti-ze: hor mestr a c'houlenn ouzoc'h
ha caout a rafTe ama eur plas da zibri ar goan bascal
gant he ziskibien. Ractal e tiscouezo deoc'h eur zal vraz,
ha renket niad an traou ennhi ; pourchassit deomp eno
ar goan bascal.»
An daou abostol a ieas hag a gavas peb tra evel m'en
devoa lavaret dezho hor zalver ; pourchass a rejont eta
ar goan bascal. Pa deuas an noz, Jesus en em lakeas
ous taol gant he ziskibien. Neuze e lavaras d'ar re-ma:
«mall braz am oa da zibri ar goan bascal-ma ganeoc'h.
Rac an hini ziveza eo a zebromp assambles , da c'hortoz
ma teui ar mare da dañya en eñv ar guir banket a joa a
zo merket dre hema.»
Jesus-Krist, guir Oan Doue lakeat d'ar mâro evit pe-
c'hejou ar bed, a ioa merket tie unan dre oan bascal ar
iuzevien. Scuiilet en deuz he c'hoad var ar groaz d'an
deiz ha d'an heur ma veze lazet bep bloaz an oan pascal
en templ a Jerusalem.
65. Jesus a voalc'h ho zreïd d'he ebestel.
Goude beza debret an oan pascal gant he ziskibien,
hor zalver a zavas dioc'h taol, a ziviskas he zaé, hag a
lakeas en dro dezhan eun torch lien guen. Neuze e taolas
dour en eur plad doun, hag ec'h en em lakeas da voalc'hi
ho zreïd d'an ebestel an eil goude egile, ha d'ho zec'ha
gant an torch a ioa gauthan en dro d'he gori'. Pa deuas
da gaout Simon-Per, hema a lavaras : « biken avad, va
Mestr, ne voalc'hoc'h va zreïd dinn-me.» — «Mad, eme
Jesus, ma ne voalc'han ket ho treïd deoc'h, n'o pezo ket
a berz em rouantelez.» — «Oli, neuze, a lavaras ker-
kent Simon-Per, goalc'hit, va Meslr, n'e ket ebken va
zreïd, mes goalc'hil ive va fenn ha va daouarn.» Mes hor
zalver a respountas: «nan, aoualc^h eo dinn goalc'hi
lio treïd ; rac c'houi zo neat a hent all : n'oc'h ket oll
coulsgoude.»

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence