Skip to main content

‹‹‹ prev (244)

(246) next ›››

(245)
— 231 —
bet roet dezhan e prest.)) — Ar mestr a lavaras erfin
goudeze : «stlapit ar zerviclier didalvez-se er meaz, en
tO'jll teñval, el leach ma vezo leñv ha scrign-dent.))
63. Depeign ar varn diveza.
Setu ama penaoz e comze hor zalver d"he ziskibien
divar benn ar varn diveza : « pa deui Mab an den e creiz
an oll sked euz he c'halloud, hag an elez oU en dro
dezhan, é vezo guelet da genta oc'h azeza var an tron
euz he c'hloar. Neuze an oU hoblou euz an douar en
em zastumo dirazhan, hag heñ ho dispartio an eil dioc'h
egile evel eur pastor a zisparti an deñvet dioc'h ar bou-
c'het. Renka a rai an deñvet en tu deou dezhan, hag ar
bouc'het en tu cleiz , ha goudeze e lavaro d'ar re a vezo
en tu deou ; deuit , tud benniget gant va Zad, deuit da
gemeret perz er rouantelez a zo pourchasset evidoc'h
abaoue m'eo crouet ar bed. Rac m'em euz bet naoun,
ha c'houi o peuz roét dinn da zibri; m'em euz bet sec'het,
ha c'houi o peuz roet dinn da eva. Bet oun bet eb ti
nag oz, ha c'houi o peuz va repuet; bet oun bet en
noaz, ha c'houi o peuz va guisket ; bet oun bet clañv,
ha c'houi zo deuet d'am guelet; bet oun bet er prizoun,
ha c'houi a zo deuet di d'am c'haout. Neuze ar re zalvet
a c'houlenno : Aotrou, peur or beuz-ni great an traou-ze
oU evidoc'h ? Ha Mab an den a respounto : e guirionez
m'hel lavar deoc'h, bep veich m'o peuz great an dra-ze
d'an dislerra euz va breudeur, dinn-me va unan eo o
peuz her great.»
«Lavaret a rai ive d'ar re a vezo en tu cleiz dezhan :
en em dennit diouzinn, tud milliget, it d'an tan a bado
da viken , d'an tan-ze a zo bet c'hoezet evit an diaoul
hag he zrouc-elez. Rac m'em euz bet naoun, ha n'o
peuz ket roêt diun da zibri ; dare oun bet gant ar zec'het,
ha n'o peuz ket roet dinn da eva; bet oun bet en noaz,
ha n'o peuz ket roét dinn eun tamm dillad da viska; bet
oun bet clañv hag er prizoun, ha n'oc'h ket deuet d'am
guelet. Neuze ar re gollet a c'houlenno ive : Aotrou,
peur eta oumpni bet manket da ober an traou-ze evi-

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence