Skip to main content

‹‹‹ prev (238)

(240) next ›››

(239)
— 225 —
c'helou-ze gant ar roiie, ez eas drouc ennhan, hag é
cassas soudardel da lakaat ar vuntrerien-zc d'ar maro,
lia da zevi lio c'heai'. Goudeze e lavarasd'he zervicherieu :
ar banket a zo prest; nies ar re a ioa pedel n'oant ket
din da zont. It eta var al leur-gear, ha pedit da zont
kement hini a gavoc'h eno. Ar zervicherien a ieas, hag
eb dale sal ar banket a oue leun a dud. Ar roue a deuas
er zal da velet ar re a ioa oc'h taol, hag o veza remerket
eno eun den ha u'oa ket a zaè a eured ganthan, e lava-
ras dezhan: va mignoun, perac oc'h-hu deuetama eb ar
zae a eured? Hag an den-ze ne respountas gric. Neuze
ar roue a lavaras d'he zervicherien : liammit dezhan he
zaouarn hag he dreïd, ha taolit-heñ er meaz, en toull
teñval, el leac'h ma vezo leñv ha scrign-dent.»
Rouanet ar zao-heol gueic'h all a ioa boaz da gass
saèou a eured d'ar re a bedent da eur banket bennac
evelse. An den-ma a ioa bet faè ganlhan guiska ar zaè a
ioa casset dezban : setu perac e tennas varnban droulans
ar roue.
59. Divar benn paêa ar guiriou da Zezar.
Ar pharizianet hag an doctoret euz al lezen a goumpre-
nas ervad oa hi an dud m'en devoa Jesus comzet anezho
er barabolen ziveza, an dud-se a ioa bet pedet gant ar
roue da vont da eured he vab , ha n'oa ket bet falvezet
dezho mont.
Setu perac o devoue muioc'h-mui a gassouni ouz hor
zalver, hag ec'h en em glevchont entrezho da glask an
tu da gaout abec en he gomzou, evit gellout he goun-
daoni. Cass a rejont eta ho diskibien, ha tud all euz a
balez Herodes, da c'houlenn diganthan: «Mestr, ni a
c'hoar e carit ar virionez, ha n'o peuz aoun rac den.
Livirit deomp eta petra zonjit var gement-ma: ha pec'het
eo, pe n'e ket, paéa ar guiriou da ZezarV» Jesus, oc'h
anaout ervad ho fallagriez, a lavaras dezho : « perac e
tentit ac'hanon evelse? Digassit dinn eun diner.» Ha setu
hi da reï unan dezhan. Neuze Jesus a c'houlennas outho
d'he dro : « imach hag hano piou a zo var hema?» —
«Imach hag hano Cezar,» emezho. — «Mad, eme hor
Bibl breton, 15.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence