Skip to main content

‹‹‹ prev (236)

(238) next ›››

(237)
— 223 —
An diskibien a ieas, liag a gavas an traou evel m'en doa
hor zalvor lavaret dezho. Digass a rejont gantho an
azen iaouank ; teuler a rejont ho dillad var he gein, ha
goudeze e lakejont hor zalver da azcza var c'horre. Epad
m'edo Jesus o vont evelse da J(M'usalem, eur maread tud
a ioa oc'h ober coumpagnuncz dezhan. Calz anezho a
lede ho dillad var an douar dre ma tremene, ha lod all a
drouc"he scourntu guez, hag ho zaole var an hent diraz-
han. 011, kercoulz ar re a iea araoc evel ar re a deue
varlerc'h, e crient a vouez huel : «gloar da vab David !
Benniget ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou Doue !»
Evel an niver euz an dud-se a iea ato var gresk, ec'h
en em gavas ive en ho zouez eur pharizian bennac. Ar
re-ma a zavas drouc ennho o velet ober kement-se a
henor d'hor zalver,ha setu hi da lavaret dezhan : « ivlestr,
livirit-la d'ho tiskibien chom peoc'h.)) Ha Jesns a res-
pountas dezho : « m'hel lavar deoc'h, mar teu an dud-ma
da devel, ar vein ho unan a grio.» Hor zalver a gendal-
c'has goudeze da vont etrezec Jerusalem eb lavaret ger,
epad ma tregarne ar vro a bep tu gant mouez ar bobl o
reï gloar dezhan hag oc'h ober he veuleudi. P'edo o tis-
ken en traoñ da venez Olivet, ha pa velas kear Jerusalem
oc'h en em zispaka oU dirazhan, ec'h en em lakeas da
vouela en eur zonjal ennhi, hag e lavaras : «o Jerusalem,
ma c'houlTes, da vihana en deiz-nia a zo lezet c'hoaz
ganes, petra c'hell re'i d'id ar peoc'h! Mes nan, cuzet eo
an dra-ze ous da zaoulagad. Dont a ra'i efa eun amzer
ma vezi, te ha da vugale, goasket a bep tu gant da ene-
bourien, hag ar re-ma ne lezint ket ennoud daou vean
an eil var c'horre egilc.))
En eur erruout e kear, hor zalver a ieas var eün d'an
templ. Eno e pareas an oU dud clañv a oue digasset d'he
gaout. Ha setu ar vugale ho unan d'en em lakaat da
grial: «gloar da vab David!)) velet kement-se, ar
pbarizianet a ieas muioc'h-mui a zrouc ennho, hag a
lavaras dezhan: «ne glevit-hu kel ar pez a lavar ar
vugale-ze?)) Ha Jesusarespounias: «eo, clevet mad a ran ;
mes c'houi, ha n'ü peuz-c'houi ket a zonch euz ar c'hom-

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence