Skip to main content

‹‹‹ prev (199)

(201) next ›››

(200)
- 186 —
moa re zeach ha re galel an douar dezho. Darn all
choaz a gouezas etouez ar spern, hag a oue mougel
gant ar re-ma dre ma savent. Darn all erfln a gouezas
varn an douar mad , hag a zougas frouez, lod tregont,
lod tri-ugent, ha lod all hetec cant var unan. An nep en
deuz diouscouarn da zelaou, n'en deuz nemet coumpren.»
Hor zalver a roas he unan da anaout dhe ziskibien
petra zinifie ar barabolen-ze. «An had, emezhan, eo
comzou Doue. Ar greun a gouez hed an lient a verk ar
re a glev comzou Doue, mes eb en em lakaat e poan
d'ho c'houmpren ; an diaoul a deu buhan goudeze da
lamet ar c'homzou-ze euz ho c'haloun, gant aoun na
deuffent d'en em zavet^ï o credi anezho hag och oberar
pez a verkont. Ar greun a gouez var ar vein a verk ar
re a zelaou gant joa comzou Doue, mes ne iezont ket ar
c'homzou-ze da c'hrizienna doun en ho ciialoun ; an
dud-ze ne gredonl nemet evit eur pennadic-amzer ehken,
ha, kerkcnt ha ma stourm eun dra bennac outho, kerkent
ha ma'z euz eur boan bennac da c'houzañv evit Doue,
setu hi trei kein d'ar virionez. Ar greun a gouez etouez
ar spern a verk ar re a ra ive digemer mad da gomzou
Doue, mes ne dennont frouez ebet anezho, abalamour
ma'z int re necliet gant traou ar bed-ma, ha ma'c'h en
em lezont da veza touellet gant ar garantez direiz evit
madou ha pUjadurezou an douar. Erfin, ar greun a
gouez var an douar mad a verk ar re a zelaou comzou
Doue gant pHjadur, ho mir gant respet en ho c'haloun,
hag a zoug frouez dre ar boan a gemeront da gerzet dre
an hent a ziscouez dezho ar c'homzou-ze.))
2. Parabolen an Draoc. — « Rouantelez an eñv a zo
heñvel ouz eun den hag en doa hadel greun mad en he
bark. Mes epad m'edo he dud o cousket, he enebour a
ieas da hada draoc etouez ar guinis, hag heñ kuit goii-
deze. Pa deuas an ed da veza hir ha da zioda, e oue
remerket an draoc en he douez. Ar zervicherien a lavaras
neuze d'ho mestr : « daoust ha n'o poa ket hadet a c'hreun
mad en ho park ? Penaoz eta ez euz deuel kement-se a
zraoc ebarz?» Ar niestr a respountas: «va enebour,

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence