Skip to main content

‹‹‹ prev (159)

(161) next ›››

(160)
~ 146 —
David ; Eun dervez m'edo ar Verchez Vari o pedi he unan en
he c'hambr, an eal Gabriel en em ziscouezas dirazhi, en
eur lavarel : «me ho salud, o c'houi a zo leun a c'hras ;
an Aolrou Doue a zo ganeoc'h ; benniget och dreist an
oU gragez.» Ar Verc'hez a oue nec'hel o clevet ar c'hom-
zou-ze, ha ne
^ê^lilïliii ^ houie ket
petra da zon-
jal var ge-
nient-se. Mes
an eal a lava-
las dezlii :
«n'o pezet
Kiun ebet,
Mari ; rac
( ivetoc'heuz
^ias dirac an
Aolrou Doue.
Dont a ran da
lavaretdeoc'h
e concevoc'h
hag 6 lakeoc'h er bcd eur mab da behmi e rooc'h an
hano a Jesus. Ar mab-se n'en devezo ket he bar, ha
galvel e vezo mab an Hini a zo dreist peb tra. An Aotrou
Doue a ro"io dezhan tron David, he dad, ha ren a raïo da
Yirvike:.. e ti lacob.» Neuze Mari a lavaras d'an eal : «pe-
pao?. e cliello an dra-zo dont da vir? Rac me ne vevan
gant va fried nemet evel eur c'hoar gant he breur.» Hag
an eal a respountas: «ar Spcret-Santel a ziskenno var-
noc'h, hag an Hini a zo dreist peb tra a c'holo'io ac'ha-
noc'h gant ar skeud euz he c'halloud. Setu perac ar frouez
santel a lakeoc'h er bed a vezo galvet Mab Doue. Setu
Elizabeth, ho kiniterv, e deuz ive, hag hi coz dija, con-
cevet eur mab liag a deui er bed abenn tri miz ama ; rac
n'ez euz nelra dreist oU-galloud Doue.» Mari a lavaras
neuze erfni : « ne zervichan ken mestr nemet Doue ; ra
vezo great eta he volontez s keñver he zervicherez,» Var
gement-se an eal a zisparissas.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence