Skip to main content

‹‹‹ prev (155)

(157) next ›››

(156)
— 142 —
arme roue ar Sirii. Tiid an arme-ze, dallet ganl an tan,
a gouezas ractal d'an douar, pe a gemeras an teac'h.
Pa'z ejot da gounla ar re varo , e veljol o devoa an ene-
bourien coUet en deiz-se ouspenn 20000 soudard var
droad, ha 6000 soudard var varc'h.
Gant sicour Doue , Judas a c'hounezas c'hoaz meur a
victor all var enebourien Israèl. Eur veich evelato, petra
bennac m'o devoa gounezet ar iuzevien, oa chomet
hiniennou anezho var an dachen. Pa'z ejot antronoz da
Hena ho c'horfou, e oue cavel a zindan ho dillad traou
hag a ioa deuet gantho euz a demplou ar baïanet. Hogen,
al lezen a zifenne delc'her ar seurl traou-ze. Ar iuzevien
all a anavezas ela oa dorn Doue en devoa skoet an dud-se
abalamour d'ho fec'het, ha setu perac ec'h en.em lakejont
dioc'htu da bedi evitho. Goudeze Judas a reas eur gesl en
he arme, hag a gassas 12000 pez arc'hant da Jerusalem,
en eur c'hourc'hemenn ober pedennou ha kinnig sacrili-
sou da Zoue evit repoz da eneou ar re a ioa bet lazet ;
«rac, emezhan, eun dra vad ha santel eo pedi evit ar re
a zo eat da anaoun, abalamour dezho da c^liellout en em
zislea dirac Doue.»
87. An amzeriou diveza araoc donedigez hor zalver.
Goude maro Judas, he vreudeur en em lakeas e penn
ar bobl an eil goude egiie, hag a c'hounezas ive victoriou
braz. Mes ar re a deuas var ho lerch ne ouent ket heñvel
outho : lakaat a rejont ar bobl, dre ar scouer fall a roênt
dezhan, da goueza en dizurs hag en direolamant. Evelato
ar iuzevien a anaveze bepret ar guir Doue ; mes n'her
servichenl mui a galoun ha gant carantez. An daou
rummad-tud a zavas en ho zouez, ar Pharizianet hag ar
Saduceanet, a beur-golias ar bobl , en eur lamet euz he
galoun kement pleg mad a c'helle beza chomet c'hoaz
ennhi. Ar pharizianet o devoa doare da gaout calz a
relijion, mes n'o devoa nemet an doare: en diabarz (lant
disheñvel-braz dioc'h ar pez ma'z oanl a ziañveaz. Ar
saduceanet n'o devoa tamm feiz ebet, hag a rea faê var
an oll guirioneziou euz ar relijion.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence