Skip to main content

‹‹‹ prev (137)

(139) next ›››

(138)
— 124 —
77. Daniel hag ar roue Balthasar.
Goude maro Nabukodonosor, Ballhasar, he vab bihan,
a bignas var dron Babilon. En eur goan vraz a roas
d'an oftiserien genta euz he balez ha d'he verc'het., ar
roue a reas clask ar c'hahnou aour a ioa bel deuet gant
he dad coz euz an templ a Jerusalem, hag a lakeas ar re
a ioa oc'h he daol da eva gantho. Kerkent e oue guelet
eun dorn, ha n'oa stag ous corf ebet, o scriva var moger
ar zal eun nebeul geriou ha ne c'lielle den ho lenn. Ar
roue a oue spountet, hag a reas gervel Daniel evit guelet
hag heñ a c'helje reï dezhan da anaout petra verke al
lizerennou estlammuz-se. Daniel a erruas hag a lavaras
d'ar roue : «o roue, en em zavet oc'h hirio a enep roue
an eñv oc'h ober goal uzach euz ar c'haliriou sacr. Setu
perac ar Mestr oll-c'halloudec-se en deuz lakeat scriva
var moger ho sal ar geriou-ma : Mane, Thecel,
Phares. Mane a zinili niver, da lavaret eo, Doue
en deuz niveret an derveziou ma tliac'h ren ha setu ama
an diveza anezho. Thecel a zinifi pouez, da lavarel eo,
Doue en deuz pouezet ho meritou, hag en deuz ho c'ha-
vet re scañv. Phares a zinifi rann , da lavaret eo, ho
rouantelez a vezo rannet etre ar Medet hag ar Perset.»
Ar pez en devoa discleriet ar prophet Daniel a deuas da
veza guir en noz-se zoken. Balthasar a oue lazet, hag ar
Medet hag ar Perset a rannas he rouantelez entrezho.
78. Daniel hag idol Bel.
Cirus, roue ar Persel , a deuas eb dale da veza mestr
euz a oU rouantelez Babilon. Ar roue-ze en devoa calz a
respet evit Daniel, hag aliez e pede anezhan da zibri ouz
he daol. Eun dervez e c'houlennas digant ar prophet:
«perac eta ne adorit-hu ket Bel, doue arvro-ma?»
Daniel a respountas : « abalamour ne adoran nemet ar
guir Doue , an Doue beo en deuz crouét an eñv hag an
douar, hag a zo mestr var gement tra zo.» — « Ha c'houi
zonch deoc'h, eme Cirus, Bel a zo eun doue ha n'euz
ket a vuez ennhan ? Dibri a ra bemdez daouzec sac'had

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence