Skip to main content

‹‹‹ prev (135)

(137) next ›››

(136)
'- i22 —
guelel ar c'hreg-se o pec'hi?)) — «Dindan eur vezen
brun,» emezhan. — « Geier a levercs , eme Zaniel, ha
da benn a baèo ar geier-ze.»
Evelse an daou zen coz a iea an eil a enep egiie en ho
zesteniou. Ar bobl a anavezaz dre eno n'oa ket guir ar
pez o devoa tamallet da Zuzanna, hag a drugarekeas an
Aotrou Doue pehini ne lez morse en abandoun ar re a
laka ennhan ho oll fisians. An daou varner a oue labezet,
da lavaret eo, lazet a daoUou mein, hag adalec an deiz-se
Daniel a oue doujet muioc'h-mui gant ar bobl.
76. An tri den iaouank e fournez Babilon.
Nabukodonosor a Jakeas ober eun idol aour, hag he
zevel e beg eur peul Imel. Goudeze ec'hourc'hemennas da
gement den a ioa e carg en he rouanlelez stoui betec an
douar dirac an idol-ze evit he adori. An oll a zentas
nemet Ananias, Misael, hag Azarias. Daniel n'edo ket dre
eno nwuze; rac, ma vije bet, en devije great evel he
dri vignoun. Coulsgoude, tudBabilon, o velet ne felle
ket d'an tri den iaouank-se adori an idol aour, a zougas
clemm en ho enep dirac ar roue.
Ar roue, o clevel ar c'helou-ze, a leas kement a zrouc
ennhan ma roas urs da viri fourn ar palez seiz gueich
goassoc'h eget ar c'hustum , ha da deuler ennhi ez veo,
pa vije goret evelse, an tri den iaouank dizent. Ar pez
en doa gourc'hemennet ar roue a oue great egiz m'en
devoa lavaret. Mes eun eal a ziskennas er fourn gant an
tri den iaouank hag a belleas dioulho ar llammou tan ;
hag ar flammou-ze, poulzet gant an eal er meaz euz ar
fourn, a zevas hag a vougas ar re o doa taolei ebarz
ABanias, Misaêl hag Azarias. Evit ar re-ma n'o devoue
drouc ebet ; an tan ne zevas nemet al liammou a ioa
oc'h ho staga. E creiz ar fourn ez oa eun ezennic fresk
ha c'houec, evel an hini a c'hoez en añv dioc'h an abar-
daéz, hag an tri den iaouank a gane eno gant eur vouez
creñ meuleudiou an Aolrou Doue.
An tri den iaouank-se, chomet en tan eb beza devet, a
verke ar verzerien-ze , ker stanlc en amzer genia euz an

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence