Skip to main content

‹‹‹ prev (128)

(130) next ›››

(129)
— ns —
cran tompl e c'hoanteas kinnig he unan ezans cl'an Aotrou
Doue. Ar veleien a glaskas miret outhan en eur lavaret:
«0 roue, n'e ket ho carg-c"houi eo devi ezans dirac an
Aotrou Doue. It ac'hann, ha ne zaolrit ket al leac'h
santel evelse,» Ar roue a ieas drouc ennhan o clevet
kement-se, hag a c'houi"drouzas slleper an ezansouer oc'h
penn ar veleien. Mes kerkent e oue goloet gant al lorgnez,
hag ar c'hleñvet-se a jomas stag outhan betec he varo.
70. Ar roue devot Ezechias.
Varlerc'h Akaz , mab da Joathan, ha roue fallacr ha
difeiz, Ezechias a bignas var an tron. Ar prins-se a oue,
evel David, eur roue hervez caloun an Aotrou Doue.
Karza a reas an templ hag ar vro euz a gement tra en
devoa servichet da henori an idolou. Evelse e tennas
varnhan bennoz an Aotrou Doue, liag e roas eul lufr ne-
vez da rouantelez Juda.
En he amzer, Sennacherib, roue an Assirii, a deuas
gant èun arme vraz da glask kemeret Jerusalem. Ezechias
a ieas d'an templ da bedi. Cass a reas ive beleien, guisket
e caoñ, da gaout ar prophet Isa"ias, evit ma plichesse
ganl ar prophet-se goulenn sicour digant an Aotrou
Doue. Ha setu, eun nozvez, eun eal a ziskennas euz an
eñv, hag a lazas 185,000 Assirian; ar re all a gemeras
an teac'h.
E tro ar mareou-ze Ezechias a gouezas clañv. Ar
prophet Isaïas a deuas d'he gaout hag a lavaras dezhan:
«lakiit urs e peb tra en ho ti; rac emaoc'h o vont da
vervel.» Ezechias a oue spountet ; coulsgoude ne goUas
ket a fisians. Treï a reas he benn etrezec an templ, ha
neuze e reas ar beden-ma en eur vouela : « Aotrou Doue,
emezhan, o pet sonch em euz kerzet dirazoc'h, hag em
euz great ato ar pez a blije deoc^h.» An Aotrou Doue a
recoumpansas he fisians o reï dezhan c'hoaz pemzec
vloaz buez ; hag ar pemzec vloaz-se a oue ive oemzec
vloaz a beoc'h hag a eürusdet evit ar rouantelez.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence