Skip to main content

‹‹‹ prev (111)

(113) next ›››

(112)
— 98 —
deze e c'lielloc'h ober kement all evidoc'h oc'h unan hag
evit ho mab ; rac setu ama petia lavar an Aotrou Doue :
ar bleud en ho kelorn ne vanko ket , nag an eol en ho
pod all ken nebeut, betec an deiz ma tle an Aotrou Doue
lakaat adarre ar glao da goueza var an douar.» An intafi-
vez a ieas da ober ar pez en devoa lavaret dezhi ar prophet,
hag azalec neuze ar bleud en he c'helorn ne vankas ket,
nag an eol en he fod all ken nebeul. Presl goude, mab an
intañvez a varvas. Neuze Elias a zavas he vouez varzu
an Aotrou Doue, en eur lavaret. «Aotrou Doue oll-c'hal-
loudec, grit, me ho ped, ma listroïo ene ar c'hrouadur-ze
en he gorf.» An Aotrou Doue a zelaouas peden ar prophet,
hag ar bugel a zavas a varo da veo. He vamm, leun a
anaoudegez vad, a lavaras neuze da Elias: «brema e
velan ervad ez uch eun den Doue.»
59. Elias ha beleien Baal.
Epad tri bloaz-anter ne gouezas ket eur banne glao
var an douar. Da fin an amzer-ze Elias a deuas adarre
da gaout ar roue Akab. Ar roue a ieas drouc ennhan
oc'h he velet, ha setu heñ da lavaret d'ar prophet: «pe-
rac o peuz-choui tennet eun hevelep goualen var rouan-
telez Israèl?)) Elias a respountas : «n'e ket me eo am euz
tennet ar voualen-ze var ruuantelez Israêl , mes c'houi
och unan eo, dre m'az oc'h en em daolet da adori an
idolou. Brema, me ho ped da assambli ar bobl var
menez Carmel, ha da reï urs da veleien Baal d'en em
gaout ive eno.» Akab a assantas, hag he unan ec'h en
em lakeas en hent evit erruout var ar menez d'an deiz
merket.
Pa oa ar roue, ar bobl lia beleien Baal assamblet eno,
ar prophet Elias a zavas he vouez dirac an oU, hag a
gomzas evel-hen : « me , n'euz ken nemedon deuz va
c'hostez, ha beleien Baal a zo 430 anezho. Mad ! n'o
peuz nemet reï deomp daou ejen : beleien Baal a gemero
unan evitho, ha, goude beza he lazet, e lakaïnt anezhan
var eur bern keuneud, mes eb c'hoeza tan a zindan ; me
a gemero egile, ha, goude beza he lazet, m'hen lakaïo

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence