Skip to main content

‹‹‹ prev (101)

(103) next ›››

(102)
hag a zo deuet a benn, en eur reï cabestr da dechou fall
an den, da ziframma diouthi eur maread pobiou. —
Hogen, Saül hag Absalon a zo bet slioét ho daou gant
Justis Doue.
52. David var fin he vuez.
Daou-ugenl vloaz a ioa abaoue m'oa pignet David var
an tron. credi n'en doa mui pell da veva e c'halvas
dirazhan ar brinset a Israél hag an dud a renk huela
etouez ar bobl, hag e lavaras dezho : «sonch em oa da
zevel eun ti d'an Aotrou Duue; lakeat em euz a gostez
evitkement-seaourhagarc'hant, koueurhastean, houarn,
coat, ha mein euz ar re dalvoudussa. Mes Doue en deuz
lavaret dinn : abalaniour m'o peuz scuillet calz a c'hoad
er brezelliou m'oc'h bet ennho, n'e ket c'lioui, mes ho
mab Salomon, eo a zavo eun ti evidon. Hogen, eul
labour braz a zo eno da ober; rac n'e ket da eun den,
mes da Zoue he unan eo ez euz menec da zevel eun ti.
Roït eta, c'houi ive, ar pez a zo en ho calloud evit sicour
sevel an ti santel.» Ar brinset hag ar bobl oll a roas
profou a galoun vad ha gant joa evit sicour sevel eun
1i dan Aotrou Doue.
Neuze David a lavaras da Zalomon : «Savit eta an ti
santel, ha Doue a vezo ganeoch. Dalc'hit mad dazervicha
an Aotrou Doue gant eur galoun sentuz. Mar her c'hlas-
kit, oc'h sur d'he gaoutj mes mar hen dilezit, heñ ho
lilezo d'he dro.»
David a varvas goudeze , hag he gorf a oue lakeat en
douar var menez Sion ; he vab Salomon a oue roue var
he lerc'h: an dra-ma a erruas var dro ar bloaz 1014
araoc donedigez hor zalver.
53. Furnez Salomon.
Salomon a garas an Aotrou Doue hag a gerzas var
roudou he dad. An Aolrou Duue en em ziscouezas dezhan
en eur lavaret: «goulennit diganeñ ar pez a geroc'h,
ha me hen roïo deoc'h.» Salomon a respountas: «va
Doue, lakeat o peuz ac'hanon da roue; mes iaouank braz

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence