Skip to main content

‹‹‹ prev (98)

(100) next ›››

(99)
— 85 —
a reas evelsf ar Pliilistiuet, ar iMoabitet, ar Sirianet, an
Edomitet hag an Ammonitol.
Digassel e oue da Jerusalem armou aour hag eur
maread traou all kemeret var an enebourien. Rouantelez
Israï-l en em astenne neuze adalec an Ejipl betcc ar ster
hanvet Euphratt.
Mes ar pez a reas d'ar roue David muioc'h a henor
c'hoaz eget ar victoriou gounezet ganthan var he ene-
bourien, a oue ar zoursi a gemeras euz a eürusdet he
zujidi. Bez' e oue ato leal ha guirion e keñver peb hini
anezho ; choaz a reas lud leun a furnez evit rei cuzul
dezlian he unan hag evit barn ar bobl, ha carga a reas
rc all, hag a c'he]let fisiout peb tra ennho, da zivoal an
tenzoriou, an tiez hag an douarou a ioa en he zalc'h.
Evelse peb tra a ioa en urs ha renket mad ken e diabarz,
ken a ziañveaz ar rouanlelez.
David a labouras gant eun aket eb he bar da lakaat ar
guir Doue da veza anavezet hag henoret muioc'h-mui.
Ober a reas sevel, var menez Sion, eun telt euz ar re
gaera evit an arc'ha allians. hag an arc'h a oue casset di
gant ar brassa hd. E creiz eur bobl-tud ha n'oa ket eaz
(la niveri, e oue guelet ar brinset a Israél gant ho mantilli-
moug, ar veleien gant ho braoa guiskamancliou, ha 3000
soudard dindan ho ai-mou. Ar re a ioa er penn araoc,
kercüulz hag ar re a ioa er penn adreñ, a c'hoarie gant
telennou, troumpillou, taboulinou, hag a bep seurt
benviachou all evelse. David he unan a gerze araoc ar
veleien en eur c'hoari gant an delen. Bep c'houec'h
cammed a rea al levitet a ioa o tougen an arc'h,
David a ginnige eun ejen hag eur maout e sacrifis d'an
Aotrou Doue.
Ar roue David a rannas ive ar veleien etre pevar rumm
var-n'-ugent, hag ar rummou-ze a ioa carget an eil goude
egile euz ar pez a zell ous servich Doue. Etouez al levitet
e choazas, ouspenn , 4000 caner hag a dlie, peb hini
d'he dro, cana meuleudiou an Aotrou Doue, ha c'hoari
gant a bep seurt benviachou.

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence