Skip to main content

‹‹‹ prev (87)

(89) next ›››

(88)
_ 74 - ■
Eun nozvez m'edo Heli o cousket e kichen an tabernacl,
ha Samuel en eur guele all a dost dezhan, an Aotrou
Doue a c'halvas e creiz an noz: «Samuel, Samuel!»
Hema a gredas oa Heli her galve , ha setu hcñ buhan
var zao, ha da gaout ar belec braz en eur lavaret : «ema-
oua ama.» Mes Heli arespountas: «n'emeuz ket ho
calvet; distroït eta d'ho kuele, ha couskit e peoc^h.»
Samuel a zentas hag a zistroas da gousket. Alienn eun
tachadic goude, an Aotrou Doue a c'halvas evit an eil
gueich: «Samuel, Samuel !« Ha Samuel da zevel evel ar
veich genta, ha da vont adarre da gaout Heli en eur
lavaret ; «Selu me ama; rac va galvet o peuz.» Hag
Heli a respountas : « nan, va mab, n'em euz ket ho
calvet; distroït d'ho kuele ha couskit dizoursi.» Ar
memes tra a erruas evit an drede gueich. Neuze Heli a
goumprenas oa an Aotrou Doue he unan a c'halve ar
bugel, hag a lavaras dezhan: «distroït d'ho kuele, ha,
mar clevit ho kervel eur veich c'hoaz, livirit evei-hen :
«comzit, Aotrou, ho servicher a zo oc'h ho selaou.» Pa oa
Samuel en em roet adarre da gousket, an Aotrou Doue a
c'halvasanevez gant eur vouez creñ: «Samuel, Samuel !»
Ha setu kerkent Samuel da respount: «comzit, Aotrou,
ho serviclier a zo oc'h ho selaou.» Neuze an Aotrou
Doue a lavaras dezhan : «ema tost an deiz ma astenninn
an dorn pounner euz va justis var Heli ha var he vugale ;
rac dizursiou ar re-ma a ioa anavezet gant ho zad, hag
Heli n'en deuz ket ho funisset evel ma tlie hen ober.»
Antronoz-vintin Heli a lavaras da Zamuel : «ac'hanta,
petra en deuz lavaret deoc'h an Aotrou Doue? Ne guzit
netra ouzinn, me ho ped.» Samuel a gountas dezhan var
eün ar pez en doa clevet, hag Heli en em rezinas da
volontez Doue, en eur lavaret: «Doue eo ar mestr; heñ
a raïo ar pez a blijo ganthan.»
Ar pez en devoa discleriet an Aotrou Doue a deuas da
veza guir eb dale. Baz' e oue etre ar Philistinet hag an
Israelitet eun emgann hag a lakeas calz a c'hoad da redet.
Tregont mil den.a oue iazet dioc'h costez an Israelitet,
ha bugale Heli a ioa en ho zouez ; ouspenn, an arc'h a

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence