Skip to main content

‹‹‹ prev (75)

(77) next ›››

(76)
-- 62 ~
beza dalc'h-mad kinniget da Zoue c sacrifis; ar bara-ze a
veze greal gant bleud euz an hini tlourra, hag eb lamm
goell ebet; 2° ar c'hantolor a zeiz brank pe a zeiz bez , a
behini ar goulaou a dlie chom var elumm epad an noz-
pad ; 3" erfln, aoter ar c'houez-vad, var behini e veze devet
ezans euz an hini flnna. Moïzes a reas sevel en dro d'an
tabernacl eur porched braz hag a ioa c'hoaz ennhan daou
zra zacr : 1 ° aoter ar sacrifisou , ha 2° eur vassin-goueur
vraz e pehini ar veleien a voalc'he ho daouarn abarz ober
ar pez a ioa en ho c'harg.
An tabeniacl-se a ioa eur merli euz hon ilizou-ni. Al
leac'h sanlela a verke hon aoteriou-ni, -var bere e vez
liinniget da Zoue sacrifis an allians pe ar gevridigez nevez,
da lavaret eo, sacrifis an oferen; al leac'h santel a verke
ar c'heur , el leac'h ma vez ar veleien ; hag ar porched
a verke ar penn izela euz an iliz, adalec ar c'heur betec
an or zal.
II. Ar Sacrifisou a ioa daou seurt anezho: lod a veze
great en eur scuill (joad, en eur laza eun aneñval bennac,
evel eun ounner , eun dañvad , eur c'havric, eur goulm ;
lod all a veze great eb scuill goad, en eur ginnig daZoue
kouign, bara great eb goell, ha guin.
Ar sacrifison great en eur scuill goad a verke sacrifis
hor zalver Jesus-Krist var ar groaz; ar sacrifisou great eb
scuill goad a verke sacrifis saniel an oferen.
III. Ar Goueliou a ioa: ^" Fask : da geñver ar gouel-
ze, an Israelitel a zebre eun oan d'ho c'hoan, hag epad
seiz dervez dioc'htu ne zebrent nemel bara great eb goell,
e memor euz ar feson m'oant bet tennet euz an Ejipt. —
2° Gouel ar Pantecost, pehiniavezecelebret seizsizun goude
Pask, e memor euz an deiz m'üa bet roêt al lezen gant
Doue var menez Sinaï. D'ar mare-ze euz ar bloaz e tliet
kinnig da Zoue ar frouez kenta euz an eost. — 3° Gouel
an Tabernaclou, pehini a veze celebret e memor euz an
amzer o devoa an Israelitet tremenet en dezert. (Ar ger
tahernacl a zinifi telt). Da geñverargouel-ze, ar bobl oll
a dlie mont da jom a zindan teltou great gant scourrou-
guez. — 4° Gouel ar binijen, pehini a veze celebret evit

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence