Skip to main content

‹‹‹ prev (59)

(61) next ›››

(60)
TREDE LODEN.
AR BOBL A ISRAEL KELENNET CANT DOUE EN EÜR FESON
ADALEC MOIZES BETEC DAYID
(Adalec ar bloaz 1500 betec ar bloaz 1055 araoo donedigez
hor zalver.)
28 Ginivelez Moïzes.
Lignez Jacob a greskas en Ejipt hag a deuas da veza
eur bobl braz. Mes pignat a reas var an tron eur roue
nevez, ha n'en devoa ket anavezet Joseph. Hema a deuas
da gassaat ar bobl a Israel ha da gaout aoun razhan. Reï a
reas urs da lakar\an Israehtet da ober labouriou poun-
ner, da zougen beacliiou dreist ho gaUoud, ha gourc'he-
menn a reas zoken ma vije taolet ha beuzet e ster an Nil
an oU baotret a c'hanje etouez an Hebreet.
Hogen , eur c'hreg a Israél a lakeas er bed eur paotr
euz ar re goanta. Ar c'hreg-se ne zelaouas nemet mouez
ar goad ha mouez he c'haloun, hag a guzas he bugel
epad tri miz. Da fin an tri miz-se coulsgoude e velas er-
vad ne c'helje mui miret na vije anavezet ar pez e devoa
great. Neuze petra reas? Kemeret eur baner-vrouan,
starda ha cloza ar brouan tro-var-dro ganl eur guiskad

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence