Skip to main content

‹‹‹ prev (34)

(36) next ›››

(35)
— 21 —
deuio bremaïc ama da gerchal dour. Ma lavar unan anez-
ho dinn : evil euz va lod , ha va list da denna dour evil
reï ive da eva d"ho cañvalet; me anavezo dre eno, o va
Doue, e vezo liounnez an hini o peuz galvet da veza pried
da Isaac. «
Kerkente teuasdioc'h costez keareur plac'h iaouank, he
hano Rebecca, hag a ioa he modesti par d'he genet. Eur
pod a ioa ganthi var he scoaz. Diskenn a reas e tal ar feun-
teun da garga he fod, ha p'edo o tonl kuit , Eliezer a la-
varas dezhi: «m'o peffe ar vadelez da reï dinn eur banne
dour da eva?» — « Evit, emezhi gant eur vouez dudiuz, »
ha ractal ec'h astennas he fod evit reï dezhan da eva.
P'en devoue evet, hi a lavaras c'hoaz: « mont a ran da
denna dour evit reï ive da eva d'ho cañvalet. » Neuze e
tiscargas he fod en eul laouer, hag ez eas adarre da denna
dour evit ar c'hañvalet. Eliezer a zelle outhi gant eun
ear souezet hag eb lavaret ger. P'o devoue ar c'hañvalet
evet leiz ho c'hof, e kinnigas dezhi ruillennou da lakaat
ouz an diouscouarn, ha diou jadennic aour da lakaat en
dro d'an divreac'h; ha goudeze e c'houlennas diganthi
da biou oa merc'h, hag ouspenn, ha plas a ioa en he
c'hear evit he loja. Hag hi a respountas: «me zo merc'h
da Vathuel, mab Nakor. E ti va zad ez euz colo ha foénn
eleiz, ha plas, ar pez a renker, evit ho loja, c'houi, hag
ar chañvalet a zo ganeoc'h. » Eliezer a adoras an Aotrou
Doue hag a lavaras ennhan he unan : « benniget ra vezo
an Aotrou Doue en deuz va digasset da di breur va mestr ! »
Neuze e tiskennas e ti Vathuel ; mes ne falvezas dezhan
dibri tamm ken n'en devije great he gevridi. Lavaret a
reas eta dioc'htu : «mar o peuz c'hoant da ziscouez ca-
rantez d'am mestr, livirit-heñ dinn; ma n'o peuz ket,
me a ia en dro.» Laban, breur Rebecca, ha Bathuel, a
respountas: «Doue eo en deuz greal an taol-ma; setu
ama Rebecca, kemerit-hi, ha cassit-hi ganeoc'h.» Var
gement-se Eliezer a drugarekeas adarre an Aotrou Doue.
Neuze e roas da Rebecca podou aour hag arc'hant, ha
dillad caèr ; reï a reas ive a bep seurt traou d'he mamm

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence