Skip to main content

‹‹‹ prev (104)

(106) next ›››

(105)
— 91 —
54. Dedi an templ a Jerusalem.
Ar pevare bloaz goude m'oa pignet var an tron,
Salamon a reas digeri al labour evit sevel eun ti d'an
Aotrou Doue, e Jerusalem, var menez Moria. 70 000 den
a oue lakeat da zougen beac'hiou, 80 000 den da denna
ha da gempenn mein, ha 3 6000 den all da deuler evez
euz al lahourerien. tOOOOden all c'hoaz a oue casset
var menez Liban da bilat guez ha da gempenn coat.
Evelse e oue savet d'an Aotrou Doue eun ti euz ar re
vrassa hag euz ar re gaéra a c'houfl'et da zounjal. Bez'en
devoa ouspenn daou droatad ha canl a hirder, var dro
pevar droatad ha tregont a ledander, ha tost da dri
droalad ha tri-ugent a huelder, eb counta ar porchedou
a ioa a bep tu, hag ar pondalez a ioa tro var dro evit ar
veleien hag evit ar bobl. En diabarz, al lambrusk a ioa
great gant coat cedr, ha varnhan oa kizellet patromiou
elez, bodou palmez hag a bep seurt bokedou. Kement
tra a zerviche da zeremoniou ar rehjion a ioa en aour fin ;
remerkout a reat ennhan dec daol, eleiz a gantohjriou ha
cant cahr. Al leuch santel hag al leac'h santela a ioa
goloèt penn-da-benn gant feuillennou aour staget gant
tachou aour.
Seiz vloaz leun a oue lakeat da zevel an ti-ze d'an
Aotrou Doue. Pa oue peur-c'hreat, Salomon aassamblas
ar brinset hag an dud a renk huela etouez ar bobl evit
cass an arc'h a allians divar menez Sion d'an templ nevez»
Kerzet a rejont en he raoc gant calz a zevotion, ha kinnig
a rejont e sacrifls da Zoue eun niver braz a ounniri hag
a zeñvet. Al levitet a c'hoarie gant telennou ha gant
benviachou all, ha c'houec'h ugent belec a zoune an
droumpill. 011 e savent ho mouez en eur lavaret: « meulit
an Aotrou Doue abalamour ma'z eo leun a vadelez,
abalamour he drugarez a zo bet a oll-viscoaz hag a vezo
da virviken.» Pa erruas an arc'h el leac'h santel, an
templ a oue carget gani eur goahren pe eur goumoullen.
Salomon en em strinkas neuze d'an daoulin, hag a asten-
nas he zaouarn etrezec an eñv, en eur lavaret: «Aotrou,
Doue Israél ! iNetra ne chell beza lakeat par deoch, hag

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence