Skip to main content

‹‹‹ prev (956)

(958) next ›››

(957)
VER
dan-ho, m'oa spountet al loened hag
ann dud a bell tro-war-dro. Anii
taoualc'h a ziframmeiitgant hoivinou
a nije liuel enn ear evel fuleniiou erc'h
er goanv. PeL eiiii amzer e klevet
trouz skiltr ar skant euz ann dragon
steki ouz ar vein pe ouz dent al
leon. Leuskel areant iveziouc'liaden-
nou efreizuzaveze klevet a bell ac4ia-
no.
Evit lavaret berr, antronoz al leon a
zistagaz ar seizved penn diouz ann
dragon ; liogen skuiz-maro e oa ivez,
ha darbed ha darbet ce d'ezhan beza
gwintet he-up.an er frapad-ma.
Kerkent ha ni'oe kouezet ann dra-
gon maro-mik war ann douar, eur
c'had a redaz euz he gorf,ha di-pa-da-
pa, d'ar c'haloup ruz mar gouie, ker
skanv hag eul labous war nij. — Me
garfe besa levrnn, eme Venedisite ;
hag hen \var lerc'h ar c'had endra
c'halle. — N'oe ket hirr ann dale m'oe
paket ar c'hadik keaz ; ha kerkent ha
m'oe marc, e nijaz eunn dube euz he
gorf. — Patou, patou, eme-z-han,hag
hen kuit, a nerz he ziouaskel. — Me
garfe ieza sparfell, eme Venedisite ;
ha iaowar lerc'h ann dube.
Pa oe paket ami dube ha digoret, ce
kavet ar voulik burzuduz enn-han,
ha p'oe deut da zen adarre, e lekeaz
ar voulik enn he vouchouer. Hag hen
c'houzout n'oa mui netra d'ober eno
nemet paea he skodenn e ti he hos-
tiz, ha iao buan ha buan da gnout
merc'h ar roue a dlie beza gwall
nec'het dre na zistroe. Tud ar vro-ze
abedaz Benedisite da choum eno, hag
hen lakajent da roue, rak ne wient
penaoz ken diskouez d'ezhan ho le-
venez hag he anaoudegez vad. — Ho
trugarekaat, eme Venedisite, n'em
euz ket amzer da zale ; kenavezo ha
iec'hedou.
Flip, flip, tlip!...hag hen e sparfell
etrezek he brinsez iaouank. Pa zigoue-
zaz e maner ar zarpant, edo merc'h
ar roue enn he freneslr, beuzet eun
he daelou o lavaret out-hi he-unan :
Daoust ha ne zeuio ket Benedisite enn
dro choaz? Marteze eo bet lazet,
siouaz ! Mervel a rankinn eta goude
beza bet atant davont ac'hann e buez?
— Sec'hit ho taelou, eme Venedisite,
n'em boa-rae ket lavaret d'e-hoc'h
VER
91^
kaont fisianz? Mad eo ar bed
beteg-henn. Setu ama ar voulik
burzuduz ; hogen gan-e-hoc'h-c'houi
ama n'ema ket gwall vad ann
dro a gredann? — Tri dervez zo, eme
ar brinsez, euz savet naoun du gant
ar zarpant; deac'h dreist-hoU eo bet
gwall gaset hag he ene a zo bet lazet
er Spagn. N'em euzgelletherzel nemet
dre va daelou ha va lubanerez, ha da
bep mare eraoun ouz he c'hedal da
zont d'am dibri. — Mar gellit eur
weach c'hoaz, eme Venedisite, hegas
didan ar wezenn lore, war zigarez
sellet he benn d'ezhan evit ar weach
diveza, me a vezo er wezenn hag a
ziskenno gonstadik hag a lakai ar
voulik da goueza ^var he benn, ha
chetu. . .
Enn dervez-ze ar zarpant koz a la-
varaz da verc'h ar roue : Prinsez keaz,
n'ounn evit herzel ken, beac'h em
euz choum war va ellou. Dare ounn
da vervel gant ann dienez hag ar
gozni. Va ene o veza lazet, me zo ive
klanv-braz.Da zibri arankann brema,
daoust ma'z oud koant. — Ar brinsez
a lubanaz ker brao ouz ar zarpant,
hag a droaz ker raad he c'homzou
ma'z eaz diana ar zarpant gant-hi evit
ar weach diveza dindan ar wezenn
lore. Lakaat a reaz penn ar zarpant
war he barlenn, ha Benedisite o veza
diskennetgoustadik a lekeaz ar voulik
da goueza war benn ar zarpant, ha ker
kifinik e kouezaz d'ann douar reud ha
maro-mik,
— Deomp ac'hann buan ha buan
brema, eme Venedisite, dn zispenn
hor roudou, enn aoun na ve eur zar-
pant all-bennag dre aze. — la, c'houi
lavar a-walc'h, eme merc'h ar roue ;
na treuzi ar mor ? pa ne d-euz na bag
na den e-bed dre ama nemed-omphon
daou. — Deomp atao d'ann aot, ha
bezit dinec'h. Etretant me a ielo war
nij da gas ar c'Iielou d'ho tad ha da
gerc'hat eur vag.
A veac'h m'oa digouezet ar brinsei
e-tal ar mor, ma welaz eur vag o tont
a benn herr etrezek enn-hi; — hag hi
a lamm ebarz, hep he fedi, ann daelou
enn he daoulagad ; daelou a levenez
oant ann dro-ma. Pa zigouezaz arvag
enn douar braz, ann aot hag ann te-
vennou a ioa goloet a dud ho c'ha-
loun tridal gant levenez^ hag e oe

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence