Skip to main content

‹‹‹ prev (146)

(148) next ›››

(147)
— 133 —
ober evil Mardochee.» — «Mad, eme arroue, stagit
Anian ouz ar groug se.»
Abarz fin an dervez-se, ar roue a roas da Vardochee
ar garg en devoa Aman , hag ar zetans a varo dougel
ganl hema a enep ar iuzevien a oue torrel. An oll iuze-
vien a ioa c'hoaz e rouantelez Pers ha Babilon, a zride ho
c'haloun gant ar joa o clevet eun hevelep kelou, ha calz
païanet a guiteas ho c'hredennou faoz evit heul ar guir
rehjion.
Histor Esttier, ar rouanez a zoujans Doue, a verke petra
vije ar Verc'hez Vari, rouanez an etlvou. Al lezen a
zifenne, a zindan boan a varo, mont da gaout ar roue eb
beza bet galvet, a ioa gteat evit an oU nemet evit Esther
eblien; evelse ive, hervez al lezen donget gant Doue, ar
c'haillar pe ar zouilladur euz a bec'het Adam a stag ouz
he oU vugale kerkent ha ma vezont concevet, nemet ouz
ene ar Verc'hez ebken n'e ket bet staget. Esther, gueich
all, a obtenas gras 'vit he fobl coundaonet d'ar maro;
evelse ive ar Verc'hez Vari a obten dalc'h-mad digant
Doue, dre he fedennou oll-c'hallouduz, pardoun ha tru-
garez evit ar bec'herien. — Mardochee, pehini a daole
kement a evez euz a Esther hag a zaveteas he vuez d'ar
roue , a verke sant Joseph. Sant Joseph en deuz ive
saveteet he vuez d'ar mabic Jesus , o cass anezhan d'an
Ejipt d'ar mare m'edo Herodes o clask hen lakaat d'ar
maro ; ha den n'en devoue ken nebeut kement a aket
hag heñ evit teuler evez na erruje drouc ebet gant ar
Verc'hez. Setu perac en deuz brema ive en eñv ar renk
huela goude ar Verc'hez Vari.
83. Judith.
Doue a roas ive d'ar iuzevien a ioa distroét d'ho bro
eur zicoar burzuduz dre zaouarn eur vaouez. Holo-
phernes, jeneral a Assirii, o veza deuet er vro gant eun
arme vraz, en devoa dija kemeret calz keariou euz ar
Judee, ha lezet e peb leac'h merkou euz he galoun criz
ha didruez. Ne respete na sacr, na dizacr, hakementtra
a gave var he hent a veze ractal dismantret ganthan dre
an tan hag ar c'hleze. Erruoutareas evelse dirac Bethuhi.
Hogen, er gear-ze ne oa na puns, na feunteun ebet;
mes bez'ez oa eur c'han pe eur gorzen , hag a gasse

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence